Ar peskig ruz

Eus Wikipedia
Kentañ pajenn golo
an dastumad
Danevelloù Divyezhek

Ar peskig ruz zo titl un danevell verr gant Vefa de Bellaing hag a oa bet embannet e-barzh niverenn 178 ar gelaouenn Al Liamm (Gwengolo - Here 1976).

Kempennet ha kemmet an titl anezhi en Ar peskig aour e oa bet adembannet e 2006 gant Al Liamm e-barzh an dastumad Danevelloù Divyezhek.

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Mari Lagadeg oc'h ober war-dro ar ranndi tra m'emañ he gwaz, Herve Lagadeg (kontour diouzh e vicher), o tistreiñ d'ar gêr war droad. Bet eo Mikaelig, o faotr bihan, o vale war ar maez gant e vaeronez. Sioul eo ar sal ha ne fiñv ket ar peskig aour en e lestrig gwer. Ha paotr al lizheroù da zont da reiñ dezhi ul lizher m'eo skrivet ennañ e teuio unan bennak, Fañch Alaouret e anv, da glask o zouellañ. Hag int o-daou izili eus an aozadur kuzh, ar Spern Gwenn...