Apollon Karelin
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia |
| Anv-familh | Карелин |
| Deiziad ganedigezh | 23 Genver 1863 |
| Lec'h ganedigezh | Sant-Petersbourg |
| Deiziad ar marv | 20 Meurzh 1926 |
| Lec'h ar marv | Moskov |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | cerebrovascular disease |
| Yezh vamm | rusianeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
| Yezh implijet dre skrid | rusianeg |
| Micher | ekonomour, troer, kazetenner, alvokad, opinion journalist |
| Karg | pennskridaozer |
| Bet war ar studi e | Nizhny Novgorod Gymnasium |
| Deroù ar prantad labour | 1882 |
| Ezel eus | All-Russian Central Executive Committee |
Apollon Andreyevich Karelin (rusianeg: Аполлон Андреевич Карелин), ganet d'an 23 a viz Genver 1863 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Meurzh 1926, a oa ur stourmer arnarkour, skrivagner ha mistik rusian. En abeg d'e stourm, en doa riskloù bras da vezañ harzet pe harluet er vro raktal en e yaouankiz. E 1905, e oa terc'het diouzh an Impalaeriezh rusian evit mont da vevañ da Bariz. Eno en doa kejet gant al luskad anarkour rusian en harlu. Deuet e oa da vezañ ur vouezh kreñv eus ar gomunouriezh anarkour rusian, war ar memes-tro e oa savet tabut tro-dro dezhañ dre ma oa engouestlet er frañmasonerezh hag ar c'hevrinelezh ezoterek. Goude ma vije tarzhet an Dispac'h Rusian e 1917, e oa distroet da Rusia, enor e oa kroget da sevel an dud a-enep d'ar reiziad parlamantel a oa kroget da vezañ savet hag o tifenn eñ ar sokialouriezh gladaozel. goude ma vije bet kemeret ar galloud gant ar Volcheviked, e oa deuet da vezañ unan eus pennoù bras an anarkouriezh soviedel ha dilennet e oa bet er Poellgor seveniñ kreiz hollrusian. E Moskov, en doa krouet un urzh Marc'heien an Templ, ha dre an urzh-se e brude prederouriezh an anarkoureizh-kevrinelour. E aozadurioù a oa bet lammet nebeut amzer goude Emsavadeg Kronstadt. En gwirionez memes goude e varv e oa kendalc'het e urzh dre guzh ha renet gant Aleksei Solonovich.