Apollodoros an Epikurad

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Apollodoros a oa ur prederour epikurat, e penn epikuridi Aten. Gouez da z-Diogenes Laertios[1] lesanvet Tirant al Liorzh (κηποτύραννος /«Kepotyrannos»), abalamour d'an doare ma veze renet liorzh, pe skol, Epikuros gantañ. Kelenner e oa da Zenon Sidon, a gemeras ar skol war e lerc'h, war-dro ar bloavezh 100 kent JK.

Kontet eo da vezañ skrivet ouzhpenn 400 levr[1], hogen n'eus nemet unan a zo bet meneget e anv: Buhez Epikuros[1]. N'eus chomet hini anezho.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Diogenes Laertios, Buhez ha mennozhioù ar Brederourien Bennañ , x.