Apis mellifera mellifera
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Arthropoda | ||
| Kevrennad : | Insecta | ||
| Urzhad : | Hymenoptera | ||
| Kerentiad : | Apidae | ||
| Genad : | Apis | ||
| Anv skiantel | |||
| Apis mellifera carnica Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Apis mellifera mellifera, anvet Apis mellifera mellifica ivez, ha gwenan du er yezh pobl, zo un isspesad gwenan Apis mellifera endemek er braz eus Europa. Implijet e vez kalz evit ar gwenanerezh eno.
Dasparzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-orin eus ar Reter-Kreiz eo Apis mellifera mellifera. Trevadennet he deus norzh Europa, en ur vont betek an Oural er reter ha Skandinavia en norzh, a-raok mont war-zu Breizh hag al ledenez iberek[1]. Ezporzhiet eo bet da Norzhamerika gant Mab-den. An isspesad implijetañ gant gwenanerien eo e Bro-C'hall (35% eus ar gwenan damzoñv)[2].
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brasoc'h ha duoc'h eo evit isspesadoù all eus Apis mellifera boutin en Europa. Berr a-walc'h eo he zeod ivez. Ar gwalennoù melen-du tro-dro d'he abdomen n'int ket klok james[2]. Blevek ha postek eo.
Perzhioù mat he deus evit ar gwenanerezh e Breizh hag e norzh Europa dre vras : azasaet eo ouzh an endro, harzus eo ouzh temperadurioù izel ar goañv, ha ne daol ket kalz. He zeod berr, koulskoude, a vir outi da vleuniaoua ar bleuñv don. Drivañ a ra muioc'h evit spesadoù all, ha tagusoc'h e c'hell bezañ ivez[1].
Gwareziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evit uhelaat ar c'hementadoù mel dastumet gant Mab-den e vez kemmesket gwenan du gant isspesadoù all abaoe an XXvet kantved, Apis mellifera ligustica en o zouez. Diwar se e vefe digresket harzusted ar gwenan ouzh kleñvedoù pe parazited zo. Lec'hioù-gwareziñ, enne gwenan du "glan", a zo bet aozet ha meret gant kevredigezhioù, evel ar Conservatoire de l'abeille noire ("Mirva ar gwenan du") e Loir-et-Cher (Bro-C'hall)[3].
Evit gwareziñ variezon endemek ar gwenan du breton ez eus bet savet ur mirva war Enez-Eusa. Eno e oa bet degaset ar gwenan kentañ e 1978 hepken, un nebeud bloavezhioù a-raok donedigezh an arverad Varroa destructor en Europa ; abalamour m'emañ re bell an enezenn evit bezañ tizhet gant ur wenanenn nijet eus an douar bras e vez desavet ha gwerzhet eno gwenan yac'h hep varroa. Difennet eo kas gwenan eus ar c'hevandir da Eusa zoken[4].
Heñvel a vez graet e lec'hioù all en Europa, evel war Enez-Vanav, a zo bet disklêriet takad hep varroa e 2015[5].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) BARBAÇON Jean-Marie, Le traité Rustica de l'Apiculture, Rustica, 2009, ISBN 978-2-840038-734-3, p. 44
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) L'abeille noire (Apis mellifera mellifera), Apiculture.net (lennet d'ar 15/10/2025)
- ↑ (fr) L'association, Conservatoire de l'abeille noire (lennet d'ar 15/10/2025)
- ↑ (fr) THIOLAY Boris, L’Île d’Ouessant, refuge breton de l’abeille noire, GEO, 06/07/2023 (lennet d'ar 15/10/2025)
- ↑ (en) KIPPS Johnny, Bee Importation into the Isle of Man prohibited!, Isle of Man Beekeepers Federation, 23/02/2015 (lennet d'ar 15/10/2025)