Mont d’an endalc’had

Apis mellifera ligustica

Eus Wikipedia
Apis mellifera ligustica
Gwenanenn Italia

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Hymenoptera
Kerentiad : Apidae
Genad : Apis
Anv skiantel
Apis mellifera ligustica
Spinola, 1806
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Apis mellifera ligustica, anvet gwenan Italia pe gwenan melen ivez, zo un isspesad gwenan a-orin eus Liguria, e su Alpoù Italia. Rizennoù melen pe orañjez zo tro-dro d'o c'hof.

Er gwenanerezh e vez implijet Apis mellifera ligustica abaoe kantvedoù en Italia hag e Sikilia. Degaset e oa bet betek Breizh-Veur e deroù an XXvet kantved, goude e vije diskaret kalz koloniennoù gwenan du eno gant kleñved Enez Wight. Un ispesad hag a brodu kalz mel eo. Sioul hag harzus ouzh ar c'hleñvedoù eo ivez, met poan he dez oc'h anduriñ temperadurioù izel ar goañvioù e norzh Europa[1].

Kemmesket eo bet gant ar gwenan du en XXvet kantved evit krouiñ ar gwenan Buckfast.

  1. (fr) La bible de l'apiculteur, Delachaux et Niestlé, 2013 (embannadur kentañ), ISBN 978-2-603-01893-4, p. 91
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh porched ar Gwenanerezh