Apex Legends
Apex Legends a zo ur c'hoari video digoust doare F2P war ar savennoù Xbox one, Playstation 4 hag urzhiater krouet e 2019 gant Electronic Arts gant ar memes studio evel Titan Fall hag Titan Fall 2 (studio Respawn). Evit kregiñ, ar c'hoari ez eus sañset bezañ ur mod-c'hoari eus Titan Fall 3 peogwir eo bet ar grouerien plijet kalz ar c'hoari PUBG (Player Uknow Battleground), ur battle royal evel Apex. Ur battle royale a zo ur c'hoari e-barzh ar pal a zo da lazhañ tout ar c'hoarierien all evit bezañ an hini diwezhañ e-barzh ul leurenn c'hoari bihanoc'h-bihan. Ar c'hoari n'en deus ket graet bruderezh tamm ebet a-raok an ermeziadenn evit chom hep kaout evezhiadennou displijus. Ar strategiezh se en deus bet disoc'hoù mat tre evit ar c'hoari. Ar 24 eurvezh kentañ eus Apex o deus bet 2,5 milion a c'hoarierien, 10 milion en tri devezh, 25 milon en ur sizhun ha muioc'h eget 50 milion en ur miz. Electronic Arts n'en deus graet disoc'h ebet evel-se abaoe pell. Pa vezer o c'hoari, ar choaz a zo etre 9 den gant efedoù disheñvel. Ar c'hoari en deus bet un notenn vat hag ar c'hevezer kentañ eus Fortnite eo, c'hoazh ur battle royale.