Anvadur orin gwarezet
| Iskevrennad eus | designation of origin |
|---|---|
| Rann eus | geographical indications and traditional specialities of the European Union |
| Arvez | designation of origin |
| A dalv evit tiriad | Unaniezh Europa |
| Deskrivet en URL | https://www.inao.gouv.fr/Les-signes-officiels-de-la-qualite-et-de-l-origine-SIQO/Appellation-d-origine-protegee-controlee-AOP-AOC |
An Anvadur orin gwarezet pe AOG a zo ul label a berzh mat eus Unaniezh Europa, e bal gwareziñ anvadurioù orin an aozadoù debriñ graet gant al labourien-douar. Krouet e voe e 1992 evit « ar produioù hag a zo bet produet, oberiet hag aozet en un takad douaroniezhel dibar en ur lakaat war-wel chemet anavezet ar broduourien lec'hel hag aozennoù eus ur rannvro resis »[1].
Pal ar reoliadur europat nv 510/2006 eus an 20 a viz Meurzh 2006 eo kaout reolennoù kevezañ reizh etre ar broduerien, gwarantiñ o brud vat, azasaat al lezennoù broadel ouzh rediennoù Aozadur Bedel ar C'henwerzh, ha kelaouiñ ar vevezerien ez eus bet doujet ouzh ar reolennoù produiñ hag orin eus al label. Ar boued a zo anv anezhañ eo an hini a zo liammet e azonoù ouzh e lec'h orin : gwinoù, keuzioù, saosisonoù, morzhedoù-hoc'h, olivez, bieroù, frouezh, legumaj, bara, boued chatal.
Gallout a ra bezañ labelaet produioù evel gorgonzola, parmigiano reggiano, ar c'heuz asiago, camembert Normandi ha champagn ma teuont eus ar rannvro dezanvet hepken. Da skouer e c'hall bezañ gwerzhet dindan an anvadur orin « roquefort » keuz graet diwar laezh-livrizh ur ouenn resis a zañvadezed (Lacaune), ma'z eo savet al loened en un tiriad resis ha m'eo darevet ar c'heuz en unan eus kavioù bourc'h Roquefort-sur-Soulzon e departamant gall Aveyron lec'h ma'z eo hadet gant sporennoù louedennoù (Penicillium roqueforti) prientet diwar skodoù hengounel endemek eus ar c'havioù-se.

Kevreañ a ra al label-se al labelioù kozh a oa bet ijinet gant ar stadoù, da skouer :
- Appellation d'origine contrôlée (AOC, pe AOK e brezhoneg) e Bro-C'hall,
- Protected Designation of Origin (PDO) er Rouantelezh-Unanet,
- Denominazione di origine controllata (DOC) evit ar gwinioù italian,
- Geschützte Ursprungsbezeichnung (g.U) ha Qualitätswein bestimmter Anbaugebiete (QbA) en Alamagn,
- Districtus Austriae Controllatus (DAC) en Aostria,
- Denominación de Origen Calificada (DOCa) e Spagn,
- Denominação de Origem Controlada (DOC) e Portugal.
E Suis e implijed an anv « appellation d'origine contrôlée » betek 2013, bremañ e reer gant appellation d'origine protégée ivez.
Afer ar feta c'hresian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwarezet eo ar feta gant un anvadur orin gwarezet hiziv, met ne oa ket e-pad pell. A-raok e oa produet 90% eus ar feta en Unaniezh Europa e-maez Bro-C'hres, en Alamagn, Danmark ha Frañs dreist-holl rak hervezo e oa un anvadur generek.
E miz Here 2005 e voe anavezet gant lez-varn Unaniezh Europa ar gwir da vezañ anvet feta evit ar feta produet e Gres hepken, o kadarnaat ar pezh a oa bet divizet gant Kengor Europa da lavaret eo ez eo ar c'heuz-se « frouezh hengoun kozh ar peuriñ astennidik hag an treuzpeuriñ » e « rannvroioù zo eus Gres » hag a ro dezhañ « ur blaz hag ur frond dibar ».
Ret e voe da industriourien al laezh hag a implije an anv « feta » skarzhañ anezhañ eus o froduadur betek miz Here 2007. En o zouez e oa ar stroll laezh Lactalis, produer « feta » dindan ar merk « Salakis ».
Ar produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
177 keuz a zo e-barzh roll ar produioù gwarezet gant al label-se, en o zouez 55 keuz italian ha 52 geuz gall.
Setu roll ar produioù all :
- 64 gwin
- aozadoù debriñ :
- kigoù ha kourailhoù fresk
- produioù diwar kig (poazhet, sall, mogedet hag all)
- produioù all diwar loened (vioù, mel hag all)
- eoulioù ha druzonioù (margarin, eoul hag all)
- frouezh, legumaj, edajoù kriz pe oberiet
- pesked, blotviled ha kresteneged fresk ha produioù deveret
- produioù all eus stagadenn I ar feur-emglev evel spisoù, chistr, kafe hag all
- produioù eus ar baraerezh, ar pastezerezh, ar c'hoñfizerezh hag ar gwispiderezh
- holen
- gomoù ha rousinoù naturel
- Produioù all evel :
- foenn
- eoulioù esañs
- taneoù
- gloan
Troidigezh e yezhoù ofisiel Unaniezh Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peogwir eo boutin ar reoliadur-mañ da stadoù Unaniezh Europa eo bet troet al label « anvadur orin gwarezet » e 23 eus 24 yezh ofisiel an Unaniezh, hag an teskanv a c'hall bezañ gwelet gnt ar vevezerien europat war pakadurioù ar produioù[2].
| Yezh | Anv | Teskanv ofisiel an anvadur | |
|---|---|---|---|
| Kod yezh | Anv yezh | ||
| (bg) | bulgareg | защитено наименование за произход | ЗНП |
| (es) | spagnoleg | denominación de origen protegida | es|DOP |
| (cs) | tchekeg | chráněné označení původu | CHOP |
| (da) | daneg | beskyttet oprindelsesbetegnelse | BOB |
| (de) | alamaneg | geschützte Ursprungsbezeichnung | g.U. |
| (et) | estoneg | kaitstud päritolunimetus | KPN |
| (el) | gresianeg | προστατευόμενη oνομασία προέλευσης | ΠΟΠ |
| (en) | saozneg | protected designation of origin | PDO |
| (fr) | galleg | appellation d’origine protégée | AOP |
| (ga) | iwerzhoneg | Bunús Ainmníochta Cosanta | BAC |
| (hr) | kroateg | zaštićena oznaka izvornosti | ZOI |
| (hu) | hungareg | oltalom alatt álló eredetmegjelölés | OEM |
| (it) | italianeg | denominazione d’origine protetta | DOP |
| (lv) | latveg | aizsargāts cilmes vietas nosaukums | ACVN |
| (lt) | lituaneg | saugoma kilmės vietos nuoroda | SKVN |
| (mt) | malteg | denominazzjoni protetta ta’ oriġini | DPO |
| (nl) | nederlandeg | beschermde oorsprongsbenaming | BOB |
| (pl) | poloneg | chroniona nazwa pochodzenia | CHNP |
| (pt) | portugaleg | denominação de origem protegida | DOP |
| (ro) | roumaneg | Denumirea de origine protejată | DOP |
| (sk) | slovakeg | chránené označenie pôvodu | CHOP |
| (sl) | sloveneg | zaščitena označba porekla | ZOP |
| (fi) | finneg | suojattu alkuperänimitys | SAN |
| (sv) | svedeg | skyddad ursprungsbeteckning | SUB |
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn internet Ensavadur broadel an orin hag ar galite (INAO).
- Nos produits de qualité : lec'hienn internet ar produioù AOG, LOG ha LOG-Label Ruz e Frañs.
- Marilh an anvadurioù douaroniel (Kengor Europa)
- (en) An anvadurioù douaroniel hag ar sistemoù kalite berr-ha-berr
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Politique de l'UE en matière de qualité des produits agricoles, 28 a viz Meurzh 2023
- 1 2 PDF Règlement (CE) n° 1898/2006 de la Commission du 14 décembre 2006 portant modalités d’application du règlement (CE) n° 510/2006 du Conseil relatif à la protection des indications géographiques et des appellations d’origine des produits agricoles et des denrées alimentaires, Kazetenn ofisiel Unaniezh Europa L 369/1 du 23-12-2006.