Mont d’an endalc’had

Antonio Gramsci

Eus Wikipedia
Antonio Gramsci
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Italia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAntonio Gramsci Kemmañ
Anv-bihanAntonio Kemmañ
Anv-familhGramsci Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Gen 1891 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAles Kemmañ
Deiziad ar marv27 Ebr 1937 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage Kemmañ
Lec'h douaridigezhProtestant Cemetery, Rome Kemmañ
PriedJulia Schucht Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg, sardeg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Lec'h bac'hañRegina Coeli, Turi Kemmañ
Kargmember of the Chamber of Deputies of the Kingdom of Italy Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Turin, Lc G.M.Dettori-Cagliari Kemmañ
Lec'h labourPalazzo Montecitorio Kemmañ
Strollad politikelStrollad komunour Italia Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
KleñvedPott disease, arteriosclerosis Kemmañ
Oberenn heverkPrison Notebooks Kemmañ
Luskadcontinental philosophy, Western Marxism, Neo-Marxism, Marxist humanism Kemmañ
Ideologiezh politikelMarksouriezh Kemmañ
Labour da-heulNeo-Gramscianism Kemmañ
Prizioù resevetViareggio Prize Kemmañ
Skrivet en deus evitAvanti! Kemmañ

Antonio Francesco Gramsci[1], ganet d'an 22 a viz Genver 1891 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Ebrel 1937, a oa ur prederour marksour, yezhoniour, kazetenner, skrivagner, ha politikour italian. Savet en deus skridoù prederouriezh, prederouriezh politikel, sokiologiezh, istor ha yezhoniezh. Unan eus krouerien Strollad komunour Italia e oa bet hag unan eus e bennoù. Dre ma oa enebet ouzh Benito Mussolini hag ar faskouriezh e voe toullbac'het e 1926, ha chomet e oa en toull betek nebeut amzer a-raok e varv e 1937.

Pa oa toullbac'het, Gramsci en doa skrivet ouzhpenn 30 karnedad ha 3000 pajennad a studiadennoù istorel ha prederiadennoù. Ar pezh a voe anvet Notennoù prizon a vez gwelet hiziv evel unan eus studiadennoù politikel dibar an XXvet kantved. Gramsci n'en doa ket implijet mammennoù ha danvez marksour nemetken met trnnet en doa implij eus labourioù prederourien evel Niccolò Machiavelli, Vilfredo Pareto, Georges Sorel ha Benedetto Croce. E "notennoù toull-bac'h" a ro-tro d'an aozour da brederiañ war sujedoù lies, evel istor Italia pe broadelouriezh Italia, an Dispac'h Gall, ar faskouriezh, an Taylorelezh ha Fordelezh, ar gevredigezh keodedel, ar Stad, an danvezouriezh istorel, ar folklor, ar relijion, ha war ar sevenadur uhel hag ar sevenadur pobl.

Gramsci a zo brudet dreist-holl e brederioù war an hegemoniezh sevenadurel, hag a glask displegañ penaos e vez ar Stad hag ar renkad kapitalour — ar vourc'hizien— oc'h implijout an holl aozadurioù kevredigezhel evit chom pinvidik ha galloudus er c'hevredigezhioù kapitalour. Hervez Gramsci, ar vourc'hizien o deus krouet un hegemoniezh sevenadurel oc'h implij an [ideologiezh]] kentoc'h eget ar feulster, ar moustrañ ekonomikel pe ar rediañ dre an nerzh. Klasket en devoa troc'hañ gant devouderezh ekonomikel preder ar varksourien reizhkredennek ; abalamour d'an dra-se e vez graet anezhañ a-wechoù un nevezvarksour. Ur spered humanegour en doa en e zoare da blediñ gant ar varksouriezh, evitañ e oa un doare prederouriezh gant praksis hag un Istorelouriezh hag a oa uheloc'h evit na oa an danvezelouriezh hag an Idealouriezh hengounel.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]