Antoninianus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An antoninianus a oa ur pezh moneiz en impalaeriezh roman, a dalveze, a greder, 2 denarius. Da gentañ e oa ur pezh arc'hant, goude e voe arem hag arc'hant. Krouet e voe gant an impalaer Caracalla e 215. A-wechoù e veze gant dremm an impalaer, a-wechoù all gant hini e bried.

Antoninianus Emilianus, graet en 253.

Daoust d'an anv antoninianus roet hiriv, n'ouzer ket pe anv e oa e gwirionez.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.