Antistenes

Eus Wikipedia
Antistenes
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAten (henamzer) Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denἈντισθένης Kemmañ
Deiziad ganedigezh444 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhPiraeus Kemmañ
Deiziad ar marv365 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvAten Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridhenc'hresianeg Kemmañ
Micherprederour Kemmañ
Tachenn labourprederouriezh Kemmañ
StudierDiogenes of Sinope Kemmañ
Bet studier daSokrates Kemmañ
LuskadCynicism Kemmañ
Member of the demetalvoud dianav Kemmañ
Levezonet gantSokrates Kemmañ
PrantadMarevezh hellenadek Kemmañ

Antistenes (gresianeg : Ἀντισθένης "Antisthénês") a oa ur prederour gresian a vevas er 4e kantved kent hon amzer.

Goude bezañ desket ar retorik (e gregach rhètorikè), pe dareulerezh (Daveoù a vank), digant Gorgias (* –485, † –380) e voe un diskibl da Sokrates. Da heul kelennadurezh Sokrates e tibabas bevañ evel un askezour vertuzus.

Hervez lod gouizieien ec'h eo Antistenes ar mestr a ziazezas, war-dro ar bloavezh –390, ar skol brederouriezh a anver κυνισμός kynismos, Kinegezh, met lod all a lavar ez eo bet levezonet ar ginegezh gant Antistenes hep n'en dije kemeret perzh el luskad.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Aten, war-dro ar bloavezh –445, e voe ganet Antistenes. Trakian e oa e vamm[1], ar pezh a viras ouzh ar bugel a vezañ ur c'heodedour leunwir en Aten daoust d'e dad bezañ unan : un νόθος[2] nothos, ur bastard, e chomas a-hed e vuhez.

E –426, hag eñ 19 vloaz, e kemeras perzh en emgann Tanagra ma voe trec'h Aten war Danagra ha Thebai.

Pelloc'h e heulias kentelioù dareulezezh ar prederour Gorgias kent mont da gelenn ar sofegezh. Diwezhatoc'h e voe unan eus diskibled Sokrates. An dilontegezh eo ar perzh pennañ a chomas gant Antistenes a-douez pennsturiennoù e vestr.

D'an oad a 46 vloaz ez arvestas Antistenes ouzh e vestr Sokrates, 71 vloaz, o vezañ rediet da evañ pistri[3] ; hervez Diogenes Laertios e voe unan eus an dud a lakaas kastizañ heskinerien ar prederour meur.[4]

Goude-se e chomas Antistenes da gelenn en ur jiminasva a zegemere an hantergeodedourien. Κυνόσαργες "Kynósarges" e oa anv al lec'h-se, alese an anv Κυνικοί "Kynikoí", kineien, a voe roet d'e zeskarded.

Meur a skrid a veneg Diogenes Sinopeûs (* –413, † –327) evel diskibl Antistenes, daoust d'ar mestr nac'hañ kaout diskibled ; hervez ar vojenn, pa savas Antistenes e vazh da argas Diogenes e lavaras hennezh :

« Sko ! Biken ne vo kalet a-walc'h da vazh evit ma c'has kuit keit ha ma vi o komz ! ».[4]

Hervez Eudokia Augusta e varvas Antistenes d'an oad a 70 vloaz[5], er bloavezh –375 neuze, met Ploutarc'hos a skrivas e voe Antistenes, oadet 74 vloaz, en Emgann Leuktra d'ar 6 a viz Gouere –371, ma voe trec'h Thebai war Sparta ; hervez Ploutarc'hos c'hoazh e lavaras Antistenes e oa an trec'h-se « ur bagad skolidi o vazhata o c'helenner »[6].

Diodoros Sikilia (* c. –90, † c. –30) a ra meneg eus Antistenes o vezañ bev c'hoazh er bloavezh –366, oadet 79 bloaz[7].  En Aten e varvas Antistenes, d'an oad a 80 vloaz pe dost.

Labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da lavar Diogenes Laertios e voe dek levr digant Antistenes, met tammoù hepken eus al labour-se zo deuet betek ennomp.

Diouzh an tammoù-se e c'heller krediñ e laboure Antistenes dre gendivizoù.

Pa ra meuleudi da Girus II Persia en eil lodenn eus e labour anvet Kuros e tag Alkibiades en un doare taer ; ken taer all eo e zoare da dagañ koulz e vestr kozh Gorgias ha Platon[8].

Glan ha mistr e oa stil Antistenes, a verzer pa lenner ar pezh a chom eus e labour.

Hervez an istorour gresian Theopompos (* c. –380, † c. –315) ec'h amprestas Plato un niver bras eus mennozhioù Antistenes[9].

Ar prederour roman Kikero (* –106, † –43) a zisklêrias :

« Ken plijet on bet gant levrennoù 4 (δ') ha 5 (ε') Kuros hag gant ar re all bet aozet gant Antistenes, un den speredek eo kentoc'h eget ur gouizieg »[10].

Anat eo e oa Antistenes un den speredek, ha barrek war an droukc'hoap ; plijout a rae dezhañ c'hoari gant ar gerioù, evel pa lavaras e kavje gwell kouezhañ e-touez brini (korakes) eget lubanerien (kolakes) rak ar re varv a vez debret gant an eil re hag ar re vev gant ar re all.[4]

Prederouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Antistenes, Carl Rahl & Eduard Lebuiedzki, c. 1888, murlivadur e Skol-veur Aten

Diogenes Laertios a skrivas :

Klask a rae prouiñ e c'hell ar vertuz bezañ kelennet, ha n'eus noblañs ebet estreget er vertuz. Ha lakaat a rae ar vertuz da vezañ trawalc'h da zegas hevoud rak trawalc'h eo dezhi bezañ ken kreñv ha Sokrates. Ha kadarn e oa war ar soñj ma'z eo ar vertuz un afer a oberoù, n'eo ket a c'herioù hag a gelennadurezh, ma c'hell an den fur bastañ d'e ezhommoù e-unan peogwir eo dezhañ holl madoù an dud all ; un dra mat eo ar vrud fall, par d'ar boan eo ; gant lezenn ar vertuz e vez sturiet an den fur en e oberoù foran, n'eo ket gant lezennoù ar gevredigezh ; dimeziñ a raio gant ar sell da gaout bugale gant ar merc'hed bravañ ; ne raio ket fae war ar garantez, rak ar furien hepken a oar piv zo dellezek da vezañ karet.[4]

Pa laka Antistenes lezenn an hinienn dreist lezenn ar gevredigezh e c'heller lavaret e tiskleir unan eus pennaennoù an anveliouriezh.

Divezelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digant Sokrates e teskas Antistenes ur pennaenn eus an divezelezh : ar vertuz eo pal ar vuhez, ar blijadur n'eo ket.
 Da lavar Antistenes, diouzh ar vertuz c'hlan eo oberoù ar furien hag un droug eo ar blijadur ouzhpenn dezhi bezañ diezhomm.[4]

Hervez an impalaer roman Juluan II (Flavius Caius Julianus, * 331, † 363) e oa ar boan ur bennozh evit Antistenes[11].

« Gwell eo din bezañ diskiant eget kaout plijadur » eme ar prederour gresian[4], met da grediñ zo ne gomze nemet eus plijadurioù dibad ar pemp skiant, pa gaver e skridoù Diogenes Laertios un deskrivadur eus Antistenes o kanañ meuleudi d'ar vignoniezh dibabet gant evezh[4] tra ma ra an istorour gresian Zenofon (* c. –430, † –354) meneg eus ar prederour ha plijadurioù an ene[12].

Da soñj Antistenes ec'h eo an oberiantiz vertuzus an dra gwellañ er vuhez, peogwir e vir ouzh an den fur a faziañ ; tost-tre d'ar boelloniezh eo er c'heñver-se, met ne c'heller ket he lakaat e pleustr hep harp "nerzh Sokrates".[4]

Prederouriezh naturel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E labour Antistenes e kaver e soñj diwar-benn natur an doueed : hervez ar prederour e kred ar bobl e kalz doueed met n'eus nemet unan a gement a zo naturel[13].

A-hend-all, n'eus netra par d'an doue-se war an Douar, neuze ne c'heller ket meizañ e natur dre skeudenn pe skeudenn[14].

Poelloniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa un nominalour anezhañ[15], lakaet diaes e veze Antistenes gant ar meizadoù hollek : pe gwir bepred pe diwir bepred e vez an termenadurioù hag al lakadennoù-diazez, emezañ, peogwir ne c'heller nemet deskrivañ ar pezh a weler hag e geñveriañ gant traoù all a anavezer ; dre-se e chome a-enep reizhiad Kealioù Platon : « Ur marc'h a c'hellan gwelet, » eme Antistenes, « hogen ar "varc'helezh" ne c'hellan ket. ».

Kinegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boas e vezer da lakaat Antistenes da ziazezour luskad prederouriezhel ar gineien, met den ne c'hall kadarnaat e vije bet degemeret an anv-se gant ar prederour.

Ἀντισθένειοι Antisthéneioi "Antistenesidi" a ra Aristoteles anezho, hep menegiñ ar Gineien[16]. Diogenes Sinopeûs, ur C'hineg eus ar re galetañ, zo bet meneget amañ a-us evel diskibl Antistenes a-c'houde skrid Diogenes Laertios met den ne oar ha ganet e oa al luskad kinek pa oa Antistenes bev c'hoazh.

Mui-ouzh-mui a ouizieien a lavar ec'h eo bet deveret ar ginegezh diouzh skouer buhez askezek ar prederour, ha diouzh e vennozhioù, hogen ijinet e vije bet ar gejadenn etre Antistenes ha Diogenes Sinopeüs gant ar stoikourien evit liammañ Sokrates ouzh Zenon Kitium (* c. –334, † c. –262) dre Antistenes, Diogenes ha Krates.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Souda : Antisthenes, en Suda On Line (en)
  2. Stoa.org (en)
  3. Platon, Faidon (en)
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 4,6 ha4,7 Diogene Laërce, Vies et doctrines des philosophes illustres, Le Livre de Poche, 1999, ISBN 2253132411 (fr)
  5. Eudociae Augustae, Violarium, Lipsiae, 1880 XCVI Marv Antisthénês (el)
  6. Plutarque, Les Vies des hommes illustres, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard, levrenn 2, ISBN 978-2-07-010453-6 #Lycurgue de Sparte (fr)
  7. Diodorus Siculus, XV, 76-4 Perseus Digital Library (en)
  8. Athenaeus, The Deipnosophists, 220c-e Perseus Digital Library (el) (en)
  9. Athenaeus, The Deipnosophists, 508c-d Perseus Digital Library {{el]] (en)
  10. Kikero, Epistulae ad Atticum, levrenn XII, lizher 38, rann 2 Perseus (en)
  11. Julian, Orations, 6.181b Internet Archive (el) (en)
  12. Xenophon, Symposium, 4-41 Perseus (el) (en)
  13. Kikero, De Nature Deorum, 1-13 Remacle.org (fr)
  14. Titus Flavius Clemens (), Stromata 5 Remacle.org (fr)
  15. Hervez an nominalourien ez eus eus termenadurioù ha lakadennoù-diazez hollek pe difetis, hogen n'eus ket eus traezoù hollvedel ha difetis
  16. Aristoteles, Metaphysica, VIII-3 (1043b24) Remacle.org (el) (fr)