Antigone (Anouilh)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Antigone
Aozer Jean Anouilh
Stumm Pezh-c'hoari
Yezh Galleg
Kentaenn 4 a viz C'hwevrer 1944
C'hoariva an Atelier
Pariz
Bro-C'hall Bro-C'hall
Leurenner André Barsacq

Embanner Éditions de la Table ronde
Dastumad La Petite Vermillon
Bloaz 1946
Niver a bajennoù 125

Antigone zo ur pezh-c'hoari gant Jean Anouilh (1910-1987) ha c'hoariet evit ar wech kentañ e Pariz d'ar 4 a viz C'hwevrer 1944, p'edo Bro-C'hall e dalc'h an Alamaned. André Barsacq a reas war-dro al leurenniñ (gwiskamantoù ha kinkladur).
Adskrivet eo bet diwar oberenn Sofokles, anvet Ἀντιγόνη / Antigónê, ha bez ez eo unan eus an heuliad pezhioù-c'hoari anvet "Pezhioù du Nevez" (Nouvelles Pièces noires) evel Jezabel (1932), Roméo et Jeannette (1946) ha Médée (1953).

Awenet eo ar pezh gant mojenn Antigone, merc'h Oidipoüs, met skrivet eo gant stummoù an trajedienn henc'hresian :

« Antigone gant Sofokles, lennet hag adlennet, hag a anavezen dre eñvor a-viskoazh, a zo bet ur stroñs, un taol dic'hortoz evidon e-kerzh ar brezel, e-pad devezh ar skritelloù propaganda ruz. Adskrivet em eus anezhi em stumm din-me, gant dasson an trajedienn e oamp o vevañ. »

Jean Anouilh

Diveradenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Antigónê / Antigone a zo merc'h da Oidípous / Oidipoüs ha Ἰοκάστη / Iokaste, penntierned Thebai. Goude drouklazh Iokástê hag harlu Oidipoüs, emañ daou vreur Antigone,Ἐτεοκλῆς / Eteoklếs ha Poluneíkês / Polyneikes, n'em lazhet evit bezañ roue Thebai. Kréôn / Kreon, breur Iokaste a zeu da vezañ neuze ar roue nevez ha divizet gantañ chom hep profañ obidoù da Bolyneikes, lavaret gantañ e oa un hailhon hag un treitour. Kemenn a ra en ur embann d'an hini a glaskfe pe a zeufe a-benn da zouarañ ar c'horf a vefe kastizet d'ar marv. Den ebet n'en deus ar galon d'ober ha korf Polyneikes zo laosket d'an heol ha d'ar guped.

N'eus nemet Antigone, c'hoar Polyneikes hag Eteoklếs, a nac'h-se. Daoust ma zifenn e eontr, ez a memestra meur a wech e-kichen ar c'horf evit klask golloiñ anezhañ gant douar. Ἰσμήνη / Ismène, e c'hoar, n'en deus ket c'hoant mont ganti evit sikour anezhi rak aon he deus eus Kreon hag ar marv.

Antigone zo tapet a-greiz holl gant gwarded ar roue. Kréon zo rediet da gastizañ Antigone d'ar marv. Goude ur pezh mell diviz gant Kreon war pegen pouezus eo dezhi chom bev, ez eo kondaonet, memestra, da vezañ douaret bev. Met pa 'mañ o vont ar bez da vezañ serret ha prenet, e tesk Kreoñ emañ e mab, Haímôn / Haimon, danvez-pried Antigone, e-barzh gant an hini a gar. Pa zigoras ar bez, Antigone a oa n'em c’hrouget gant he gouriz hag Hemon a digor e gof gant e gleze.

O koll kalon gant marv e mab hag a gare, Eurudíkê / Eurydice, gwreg Kreoñ, a droc'h he c'houg dezhi.