Anna Katharina Emmerick

Eus Wikipedia
Anna Katharina
Emmerick

Livadur gant Gabriel von Max, 1885

Ganedigezh 8 a viz Gwengolo 1774
Coesfeld, Westfalen
(Impalaeriezh santel
roman german)
Marv 9 a viz C'hwevrer 1824
Dülmen, Westfalen
(Kengevread alaman)
Broadelezh  Alaman

Urzh relijiel Urzh sant Eosten
Gwenvidikadur 3 a viz Here 2004
Banniel Vatikan Vatikan
Yann-Baol II

Azeulet e Dülmen
 Nordrhein-Westfalen

Gouel 9 a viz C'hwevrer

Anna Katharina Emmerick (8 a viz Gwengolo 17749 a viz C'hwevrer 1824) a oa ur chaloniez katolik alaman ezel eus Breuriezh Windesheimn (ur skourr eus Urzh sant Eosten) hag a voe ur gevrinadez hag ur c'hoursaviadez goude bout bet merkoù ar Bassion.

Gwenvidikaet e voe e 2004 hag emañ Breuriezh velegel Sant-Pêr o studiañ he santelezhadur.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ti genidik A. K. Emmerick

Ganet e voe Anna Katharina Emmerick d'an 8 a viz Gwengolo 1774 en un tiegezh kouerien baour e Flamschen, ur gumuniezh labour-douar e Coesfeld (Westfalen) etre Münster hag an harzoù gant an Izelvroioù.

Ha hi plac'hig c'hoazh e rankas labourat en atant hag ober war-dro he nav breur ha c'hoar ; nemeur a amzer a veze ganti da vont d'ar skol, met kelennet mat e voe war ar relijion. Abred e verkas he zud hag he anaoudeien e oa techet da bediñ ha dedennet gant ar vuhez a leanez.
D'an oad a 12 vloaz e krogas da labourat en un atant bras amezek ; da 16 vloaz e tistroas da di he zud hag e teskas ar vicher a wrierez, a voe e-pad meur a vloaz.

E-keit-se e kendalc'has da bleustriñ ar relijion, o tremen amzer en ilizoù ar c'hornad hag o pediñ en ur ober Hent ar groaz en he unan e Costfeld.
Goulenn a reas degemer e meur a gouent, met korbellet e voe bewech abalamour ma ne c'helle ket degas un argouroù bras a-walc'h. Leanezed paour santez Klara a ginnigas dezhi deskiñ seniñ an ograoù kent distreiñ da c'houlenn digor ; aotreet e voe gant he zud da vout stummet gant ograour ar barrez, hogen biken ne zeuas a-benn da zeskiñ. Pa voe he ziegezh en dienez e tilezas he micher da chom er gêr da labourat, o postañ he boujedennig en atant zoken.

Pa voe 28 vloaz e voe degemeret Anna hag he mignonez Klara Schöntgen e kouent Agnetenberg e Dülmen e 1802 ; bloaz war-lerc'h e reas e ouestloù a leanez.
Entan enni e kemeras perzh e buhez ar gouent, youlet ma oa da sammañ al labourioù tennañ ha kasausañ.
Dre ma oa paour he familh e voe snobet gant al leanezed all ; lod anezho he lakaas da bilpouzez peogwir e touje rik da reolennoù an Urzh. Tavedek hag uvel e chomas al leanez yaouank.
Kerkent hag e donedigezh ha betek likadur ha kenkizadur ar gouent gant ar Stad e 1811 e klañvaas alies hag e c'houzañvas poanioù bras, mesket gant goursavioù niverus. Pa voe skarzhet al leanezed eus Agnetenberg e voe kemeret Anna K. Emmerick da garabasenn e ti an abad Lambert, ur Gall hag a oa tec'het da Zülmen. Eno ivez avat e klañvaas hag e rankas chom war ar gwele. Gant asant an abad e teuas he c'hoar vihan da sammañ ar garg a garabasenn dindan he evezh.

War-dro ar bloaz 1813 e teuas merkoù ar Bassion war wel, goude m'he devoa Anna o gouzañvet e-pall pell. Ur mezeg a voe galvet, a voe ken fromet gant goulioù ar C'hrist warni ma troas da vignon feal e c'houziviadez e-pad unnek vloaz, betek he marv ; kalz munudoù a skrivas en e zeizlevr, en o zouez labour ar glañvourez hag a wrie dilhad evit bugale ar beorien.
Pa voe adsavet al luskad kristen e deroù an XIXvet kantved e teuas meur a zen izel pe uhel da welet Anna Katharina war he gwele. Unan anezho, ar barzh ha romantoù Clemens Brentano, a zeuas e 1819 hag a chomas e Düren e-pad pemp bloaz ; bemdez e voe ouzh troad gwele ar gevrinadez, da skrivañ he gweledigezhioù hag he soñjoù, a voe embannet e Biographie der Anna Katharina Emmerick.

Gwanoc'h c'hoazh e voe Anna K. Emmerich en hañv 1823, betek mervel d'an 9 a viz C'hwevrer 1824. Kalz tud a zeuas d'he ambroug betek he bez e Dülmen, ha buan e redas ar vrud ma oa bet laeret he c'horf ; div wech e voe digoret ar bez er pemzektez da heul an obidoù, ha bewech e voe kavet koulz an arched hag ar c'horf[1].

Merkoù ar Basion, cardiognosis ha hierognosis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kambr A. K. Emmerick adsavet en iliz Dülmen
Dietmar Rabich, 2018 — 1387” / CC BY-SA 4.0

Adalek 1799, tri bloaz kent mont da leanez, e krogas Anna Emmerich da c'houzañv diwar poanioù ar gurunenn spern a oa bet lakaet war penn ar C'hrist ; bep Gwener e tiwade he c'hlopenn, ar pezh a c'hallas kuzhat diouzh he anaoudeien ha, diwezhatoc'h, diouzh al leanezed.
En diskaramzer 1807, e kreiz e chomadenn er gouent, e teuas ur groaz war he bruched ; diwadañ a rae bep Merc'her, ha div groaz a veze d'an Nedeleg. Stummet en "Y" e oa ar c'horazioù, evel hini iliz Coesfeld.
E diwezh ar bloaz 1812, p'edo war ar gwele e ti an abad Lambert, e teuas goulioù dezhi war he daouarn hag he zreid da verkañ re Jezuz-Krist war ar groaz, ha war he c'hostez evel m'en devoa gouzañvet goude taol goaf ar Roman. Gweledigezh ebet n'he devoe avat, da lavar Clemens Brentano war e le dirak enklaskerien an Iliz.
E deroù 1813 e teuas mezeien d'he ensellout, hogen ne c'halljont nemet stadañ un degouezh skouer a gardiognosis[2] E miz Meurzh e teuas pennadurezhioù an Iliz da welout Anna, ambrouget gant ur mezeg hag a glaskas pareañ ar goulioù, en aner avat ; urzh a voe roet dezhañ da evezhiañ ar glañvourez a-dost.
E miz Mezheven e c'hallas ar mezeg stadañ ha kadarnaat diwadadennoù ha yun Anna Emmerick — abaoe ma oa deuet ar merkoù war wel he devoa paouezet da zebriñ, o vevañ diwar dour hepken, hep na vije klañv a-hend-all. E miz Eost, enklaskerien ar gouarnamant ne c'helljont kavout touellerezh ebet.

Adalek 1817 e voe tizhet ar gevrinadez gant barradoù hierognosis[3], pa veze gant barradoù goursavioù dreist-holl : kizidik-kenañ e teuas ar vaouez ouzh kement tra sakret gant an Iliz, pa oa gouest da envel relegennoù, da anaout ostivoù benniget ha da sentiñ ouzh urzhioù pennadurezhioù an Iliz. E-kerzh he goursavioù e tisplege penaos e c'houzañve abalamour ma samme poanioù kement den hag a zeue d'he gwelout evit ma 'z erbedje evito dirak an doue, hag embann a rae pegoulz e vije echu an erbed.

Savboent an Iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevellskridoù pemdeziek Clemens Brentano, 16 000 pajenn enno, a voe embannet e teir lodenn e 1833, 1852 ha 1858-1860 ; kent o embann avat en devoa o c'hinniget evel testeni da bennadurezhioù an Iliz, evit ma vije ensellet degouezh Anna Emmerick. Ar c'hrennamzerour ha parapsikologour Winfried Hümpfner (1889-1962) a embannas e 1923 ul levr ma burutellas labour C. Brentano.

E 1927, da heul levr W. Hümpfner, e tibabas Kenvreuriezh al Lidoù an Iliz lezel danevellskridoù C. Brentano a-gostez, pa ne oant ket diwar zorn Anna Emmerick end-eeun. Da heul an dibab-se e tisklêrias Kenvreuriezh ar santelaat e 2004 ne voe skrivet nemet tri lizher gant an danvez santez, labour C. Brentano o vout un dastumad notennoù liesorin bet adaozet ha romantelaet gant ar skrivagner hep na c'helljed lakaat tra pe dra war gont Anna Emmerick hep bout faziet.

Ne voe ket santelaet ar gevrinadez neuze, hogen gwenvidikaet d'an 3 a viz Here 2004 gant ar pab Yann-Baol II, a venegas labour Clemens Brentano e dekred ofisiel ar gwenvidikadur[4].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (fr) (Anna Katharina Emmerick) : Les mystères de l'ancienne Alliance, Pierre Téqui éditeur, 2000 (ISBN 978-2-7403-0338-2)
  • (fr) (Anna Katharina Emmerick) : Les visions, Pierre Téqui éditeur, 2009 (ISBN 978-2-7403-1479-1)
  • (fr) (Anna Katharina Emmerick) : La douloureuse passion de notre Seigneur Jésus-Christ, Blanche de Peuterey, 2018 (ISBN 978-2-36878-186-9) Levrel
  • BOUFLET, Joachim : Anne-Catherine Emmerick – Celle qui partagea la Passion de Jésus, Presses de la Renaissance, 2004 (ISBN 978-2-7509-0067-0)
  • (fr) BRENTANO, Clemens : La Douloureuse Passion de Jésus-Christ, Éditions F.X. de Guibert, 2004 (ISBN 978-2-86839-942-7)
  • (fr) BRENTANO, Clemens : La Passion, Presses de la Renaissance, 2005 (ISBN 978-2-7509-0121-9) – Troidigezh nevez gant Joachim Bouflet
  • (fr) BRENTANO : La Vie de la Vierge Marie, Presses de la Renaissance, 2006 (ISBN 978-2-7509-0239-1) – Skrid kevan, troet ha kresket (+ 2 bennad tennet eus Les visions) gant Joachim Bouflet
  • (fr) DIRHEIMER, G. : Anne-Catherine Emmerich et Clément Brentano – Étude sur l'authenticité des visions d'A-C Emmerich - Pierre Téqui, 1923 Lenn en-linenn
  • (de) GRAF, Dominik & BUSCH, Markus & MEYER, Kai : Das Gelübde ("Ar ouestl"), CMF GmbH, WDR, Arte, 2007 • (fr) Vœux et sacrifices, 2008[5]
  • (de) HÜMPFNER, Winfrid : Emmerick, Anna Katharina, en Neue Deutsche Biographie, Duncker & Humblot, 1959 (ISBN 978-3-428-00185-9)
  • SCHMÖGER, 978-2-7403-1378-7 : Karl-Erhard Schmöger, Anne Catherine Emmerich — Vie de la célèbre mystique, Pierre Téqui éditeur, 2007 (ISBN 978-2-7403-1378-7)
  • (fr) VILLER, Marcel (rener) : Dictionnaire de spiritualité ascétique et mystique, Beauchesne, 2000 (ISBN 978-2-7010-1168-4)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) (fr) Lec'hienn ar Vatikan
  2. Kement hag "anaoudegezh (gnôsis) ar galon (kardia)" e talv ar ger cardiognosis, a implijer en doueoniezh kristen evit deskrivañ un donezon roet gant an doue da lod tud a feiz evit ma tizhfent anaoudegezh kevrinel o askre hag, en diwezh, hini an dud tro-dro dezho.
  3. Anaoudegezh (gnôsis) an traoù sakr (hieros) ; gouest eo an den da anaout kement tra hag a zo bet sakret gant an Iliz.
  4. (fr) Homelienn ar pab Yann-Baol II, 3 HER 04
  5. Film evit ar skinwel ; (en) Internet Movie Database