Mont d’an endalc’had

Anna Campbell

Eus Wikipedia
Anna Campbell
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanAnna, Montgomery Kemmañ
Anv-familhCampbell Kemmañ
LesanvHêlîn Qereçox Kemmañ
Deiziad ganedigezh1991 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLewes Kemmañ
Deiziad ar marv15 Meu 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvAfrin Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
TadMont Campbell Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherstourmer politikel, militant Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Sheffield, St Mary's Hall, Brighton Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Siria Kemmañ
Military casualty classificationmarv war an dachenn Kemmañ
Luskadanarcha-feminism, revolutionary syndicalism, civil libertarianism, proletarian internationalism Kemmañ
Ezel eusHunt Saboteurs Association, Anarchist Black Cross, Industrial Workers of the World, Unvezioù Difenn ar Merc'hed Kemmañ
Ideologiezh politikelanveliouriezh Kemmañ
Banniel an YPG

Anna Montgomery Campbell, bet ganet e 1991 ha marvet d'ar 15 a viz Meurzh 2018[1], a oa ur soudardez saoz eus Lewes, East Sussex, a oa bet o stourm gant an YPG (Yekîneyên Parastina Gel, "Unvezioù Difenn ar Bobl") e Siria. Hêlîn Qereçox e oa he anv er brezel.

Plomerez e oa a-raok mont da Siria e miz Mae 2017, oadet a 26 vloaz[2]. Stourmet he devoa da gentañ evit dieubiñ Deir ez-Zor diouzh ar Stad Islamek. Pa voe kroget an argadenn war Afrin gant Turkia he c'houlennas mont di. Cheñch a reas liv he blev rak gant he blev melen e oa re aes gwelet e oa-hi a orin estren.

Lazhet eo bet gant ur fuc'hell durk e-kerzh an Argadenn a-enep Afrin, e Siria. Bez' e voe ar c'hentañ maouez a orin saoz o vervel e-kerzh ur gad e-mesk ar Gurded[3].

An YPG a zisklêrias :

Our British comrade Hêlîn Qereçox (Anna Campbell) has become the symbol of all women after resisting against fascism in Afrin to create a free world. We promise to fulfill Şehîd Hêlîn’s struggle and honour her memory in our fight for freedom
"Hor c'hamaladez vreizhveurat Hêlîn Qereçox (Anna Campbell) zo aet da arouez an holl vaouezed goude endevout herzet ouzh ar faskouriezh en Afrin evit krouiñ ur bed dieub. Prometiñ a reomp echuiñ stourm an itron Hêlîn hag enoriñ an eñvor anezhi en hor c'had evit ar frankiz."