Ange-Félix Patassé

Eus Wikipedia

Ange-Félix Patassé (25 a viz Genver 1937 - 5 a viz Ebrel 2011) a oa ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan, bet prezidant ar vro.

Ministr e voe e-pad prezidantelezh Jean-Bédel Bokassa ha ministr kentañ en impalaeriezh adalek miz Kerzu 1976 betek miz Gouere 1978. D'an 22 a viz Here 1993 ec'h eas da brezidant goude bezañ gounezet an dilennadeg. Addilennet e voe e 1999 met distroadet e voe en un taol-Stad aozet gant François Bozizé d'ar 15 a viz Meurzh 2003.