Angèle Vannier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Angèle Vannier

Angèle Marie Thérèse Vannier, pe Angèle Vannier c’hoazh, a oa bet ganet d’an 12 a viz Eost 1917 e Sant-Servan, pa oa dizalc’h ar gumun-mañ c’hoazh a-raok bezañ liammet ouzh Parame ha Sant-Maloù.

Desavet e oa bet betek hec’h 8 vloaz gant he mamm-gozh a-berzh mamm a oa o chom e Bazeleg-ar-Veineg. Da c’houde e oa aet d’ar Skol e Roazhon evit mont da apotikerez. Siwazh, skoet dall d’he 21 bloaz e voe ret dezhi paouez gant he studioù.

Distro da di he bugaleaj e oa kroget da sevel barzhonegoù ha ne zistilhe da skrivañ nemet pa oant peurechu. E-pad an Eil Brezel-bed e oa en em gavet gant ur barzh, Théophile Briant e anv. Goprad kozh en un ti-bank, deuet e oa-eñ da glask repu e Parame ha gantañ e oa bet roet ton da Angèle da genderc’hel gant ar varzhoniezh. Gant Briant e oa bet savet e Parame ar gazetenn Le Goéland he devoa kemeret perzh bras en oberezh sevenadurel Breizh.

Dimezet, aet e oa da chom da Bariz e-lec’h m’he devoa kejet gant Paul Éluard : gantañ e oa bet savet ur rakskrid d’he dastumad L'Arbre à Feu. E 1950 he devoa skrivet ur varzhoneg hag a oa bet lakaet da ganaouenn da c’houde gant ur sonaozer war-nes ober ur vicher dispar : Philippe Gérard. Kanet e oa bet Le Chevalier de Paris gant Édith Piaf bet tapet Kentañ priz ar ganaouenn c’hall ganti. 185 enrolladenn disheñvel eus ar ganaouenn mil vrudet a oa bet savet er bed a-bezh, gant kanerien veur evel Yves Montand, Catherine Sauvage, Frank Sinatra dindan ditl When the World was young, Bing Crosby, Nat King Cole ha Marlène Dietrich ivez dindan ditl Die Welt War Jung.

E 1971 he devoa degemeret Priz barzhoniezh an Akademiezh c’hall.

Goude terriñ he nask e oa distroet da Vreizh d'ober annez e Bazeleg-ar-Veineg evit gwir e 1973. Diwar neuze he devoa gouestlet he buhez d’ar varzhoniezh kenkoulz dre skrid ha dre gomz. Hep pellaat re na diouzh Pariz na diouzh Roazhon he devoa berniet abadennoù barzhoniezh, abadennoù skinwel, prezegennoù e Bro-C’hall hag en estrenvro, oc’h adkavout hengoun ar varvailherien gelt. E 1975 e oa kouviadez Radioscopie, abadenn skingomz mil anavezet Jacques Chancel, hag ivez e abadenn skinwel, Le Grand Échiquier.

E miz Eost 1975 he devoa savet un arvest barzhek e Théâtre de poche Hazhoù : Pierre de Nuit. Adalek 1976 betek 1980 e oa bet fiziet en Angèle gant Ministrerezh an deskadurezh-Stad ar gefridi da vont da gizidikaat ar skolajidi hag ar liseidi ouzh ar varzhoniezh.

A-hed an holl vloavezhioù-se e oa bet embannet ganti meur a varzhoneg, en o zouez :

  • Les songes de la lumière et de la brume (1947),
  • L'arbre à feu (1950),
  • La nuit ardente (1969),
  • Ordination de la mémoire (1976),
  • Brocéliande que veux-tu ? (1978).

Aet e oa bet da Anaon d’an 2 a viz Kerzu 1980 e Bazeleg-ar-Veineg, war-lerc’h ur c’hoariadenn e Turkia.