Angèle (kanerez)

Angèle Joséphine Aimée Van Laeken, lesanvet Angèle, bet ganet d'an 3 a viz Kerzu 1995 en Uccle (Bruxelles)[1], zo ur skrivagnerez, ur sonerez, ur ganerez, ur broduerez, un aktourez hag un diskouezerez-c'hiz velgiat hag a gan e galleg.
Hec'h albom kentañ, Brol, deuet er-maez e miz Here 2018 ha testeniekaet pladenn diamant doubl[2], a voe gwerzhet ouzhpenn 500 000 skouerenn anezhi en unnek mizvezh kentañ goude bezañ deuet er-maez[3], ha tizhet he doa evel-se plas kentañ gwerzhoù an albomoù e Frañs evit ar bloavezh 2019. E 2021 e teuas er-maez hec'h albom Nonante-cinq, a reas berzh ivez.
E 2020 he deus gounezet ur Victoire de la musique er rummad Sonadeg ar bloaz evit he « Brol Tour »[4]. E 2022 e oa bet anavezet arzourez c’hallek ar bloaz ha bloaz war-lerc’h e c'hounezas trofe Arzourez ar bloaz hag an albom skignet ar muiañ er bloavezh.
Kanañ a reas asambles gant ar strollad Phoenix ha Kavinsky an titl Nightcall da-geñver lid-klozañ C'hoarioù Olimpek Pariz e 2024. Gant an abadenn-se ez eus bet tapet rekord ar sonerezh brudetañ en istor dindan ur vunutenn gant an arload Shazam.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Quitté, Yves. Label Angèle. Lausanne : Éditions Favre, 2020 (ISBN 978-2-8289-1853-8)
- ↑ (fr) RFM, 12/09/2019. Kavet : 19 Genver 2025.
- ↑ (fr) Le Parisien, 06/01/2020. Kavet : 19 Genver 2025.
- ↑ (fr) Syndicat National de l'Édition Phonographique (SNEP). Kavet : 19 Genver 2025.