Mont d’an endalc’had

Anduilhennig

Eus Wikipedia
Anduilhennig
Iskevrennad eus, silzig Kemmañ
Anv er yezh orinandouillette Kemmañ
Cuisinekeginerezh gall Kemmañ

An anduilhennig a zo charkuterezh, kranennek e stumm, graet gant kig-moc'h dreist-holl bremañ. Betek an XXvet kantved e veze graet gant kig-leue. Produet e vez e Bro-C'hall dreist-holl, hag anduilhennig Troyes eo an hini vrudetañ.

An anduilhennig a zo bihanoc'h eget an anduilhenn, ha graet e vez en un doare disheñvel. An anduilhenn zo mogedet da skouer pa n'eo ket an anduilhennig[1].

Gwerzhet e vez an anduilhennig poazhet pe da boazhañ, naetaet-mat. He blaz dibar a zeu eus an danvez implijet met ivez al louzoù-kegin, ar spisoù, an temzoù-boued, ar gwin hag alkooloù all implijet hervez ar rekipeoù.

"Gwisket" e vez a-wechoù gant paladur, kaotenn, senell, druzoni leue.

Meur a anvadur orin zo liammet ouzh al lec'hioù produiñ pe an aozennoù impijet evit ober an anduilhennig, met homañ n'he deus na Lec'h orin gwarezet (LOG) nag Anvadur orin kontrollet (AOK). Ul Label ruz zo memestra abaoe 2016, redius a-walc'h, met ne oa implijet nemet gant ur produer e 2017.

Anvadurioù a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anduilhennigoù poazhet.

Hervez ar Code des usages de la charcuterie, de la salaison et des conserves de viande (chapitre 10.4, Andouillette supérieure) ez eus seizh anvadur disheñvel :

  • « Anduilhennig Troyes »,
  • « Anduilhennig Jargeau »,
  • « Anduilhennig Provañs »,
  • « Anduilhennig Cambrai »
  • « Anduilhennig Lyon »
  • « Anduilhennig Perigòrd »,
  • « Anduilhennig Rouan »[2]

Ur gêr, ur c"horn-bro, un departamant a c'hall bezañ meneget pa vez fardet an anduilhennig eno, da skouer « anduilhennig Vire », « anduilhennig Chablis », « anduilhennig Alençon », « anduilhennig Kemperle ».

Skrivagnerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz istorioù ha dmarvailhoù zo bet kontet diwar-benn orinoù kozh-Noe an anduilhennig sañset. N'int ket bet gwiriekaet holl avat. Troyes zo ur gêr meneget alies memestra.

Ar romantour, barzh ha kronikour gastronomek breizhat Charles Monselet, diazezer-rener ar Gourmet : journal des intérêts gastronomique, zo unan eus e Sonedennoù gastronomek diwar-benn an anduilhennig, e-barzh e levr Le Plaisir et l'amour e 1865 :

Dédaignons la mouillette
Et la côte au persil.
Crépine sur le gril,
Ô ma fine andouillette.

Certes, ta peau douillette
Court un grave péril.
Pour toi, ronde fillette,
Je défonce un baril.

Siffle, crève et larmoie,
Ma princesse de Troyes,
Au flanc de noir zébré.

Mon appétit te garde
Un tombeau de moutarde
De Maille ou du Vert-Pré.

Ober a reas Alexandre Dumas dave d'an anduilhennig en e Grand Dictionnaire de cuisine (skrivet e 1870, embannet e 1873) : Ar re wellañ en doa debret a oa, hervezañ, re Villers-Cotterêts, ouzhpenn re Troyes.

Gant Pierre-Brice Lebrun eo bet skrivet al levr nemetañ diwar-benn anduilhennig Troyes[3]. Adkavet eo bet gantañ el Levraeoug Vroadel c'hall, un dornskrid eus 1590[4] hag a ra ar meneg koshañ eus an anduilhennig e Troyes. Met da betra resis e ra dave an dornskrid pa gomz eus "anduilhennig", sed aze ur goulenn mat.

  1. Andouilles et andouillettes : Savez-vous vraiment les différencier ?, 2024-02-21.
  2. Code des usages de la charcuterie, de la salaison et des conserves de viande embannet gant IFIP-Editions, 2016.
  3. Pierre-Brice Lebrun L'Andouillette de Troyes, 2009, Les 4 chemins, collection chemins gourmands, (ISBN 978-284784180-0)
  4. Jean Moreau Discours sur l’entreprise de Troyes faite le dix-septième jour de septembre 1590 à Troyes, miz Here 1590