André Cayatte

Eus Wikipedia

André Cayatte, bet ganet Marcel Truc e Carcassona (Aude) d'an 3 a viz C'hwevrer 1909 hag aet da Anaon e Pariz IV d'ar 6 a viz C'hwevrer 1989, a oa ur filmaozour ha skriver senario gall. Un nebeud romantoù ha dastumadoù barzhonegoù a oa bet embannet gantañ ivez.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tapet e aotreegezh war al Lizhiri hag e zoktolerezh war ar Gwir gantañ en devoa graet anaoudegezh André Cayatte gant bed ar sinema da-geñver ur prosez oc'h enebiñ un aktour ouzh ur produour.

Goude bezañ kenlabouret da skritur meur a film, Entrée des artistes (1938) gant Marc Allégret en o zouez, en devoa kroget gant e vicher da zont da vat o kas da benn azasadurioù La Fausse Maîtresse (gant Honoré de Balzac), Au bonheur des Dames (gant Émile Zola) ha Pierre et Jean (gant Guy de Maupassant). Gant Les Amants de Vérone (1948), en devoa skrivet ar senario anezhañ a-gevret gant Jacques Prévert, e oa bet sevenet e gentañ film personel gantañ en ur ziskouez splann e vailhoni. Ober a rae gant ar skeudennoù evit diskuliañ ar wirionez, ar pezh a glaskas ober war-bouez un deir-oberenn a-benn breutaat evit ur justis deneloc'h. Diskouezet en devoa e oa un ampart a skriver senario hag a leurenner gant al lodenn gentañ, Justice est faite, m'en devoa lakaet war wel entremar ur juri ; heuliet e oa bet gant an div lodenn all : Nous sommes tous des assassins ha Le Dossier noir. Lammet o devoa ar filmvarnourien war chouk Cayatte o rebech dezhañ e oa bet kemeret an tu kreñv war den ar sinema gant den ar Wir. Pledet en devoa gant danvezioù kizidik ha kenlabouret gant aktourien e barr o brud : Michèle Morgan ha Bourvil (Le Miroir à deux faces (1958)) pe c'hoazh Jacques Brel (Les Risques du métier (1967), ur film diwar-benn ar gwallvrudañ).

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1940
Bloavezhioù 1950
Bloavezhioù 1960
Bloavezhioù 1970

Skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1950 : Leone d'Oro ("Leon Aour") ar gwellañ film hir er Mostra Internazionale d'Arte Cinematografica ("Festival Etrebroadel Arz ar Film") e Venezia, deroet da Justice est faite.
  • 1951 : Goldener Bär ("Arzh Aour") ar gwellañ film-drama hir en Internationalen Filmfestspiele ("Festival Etrebroadel ar Film ") e Berlin, deroet da Justice est faite.
  • 1952 : Priz Arbennik Juri Festival Cannes, deroet da Nous sommes tous des assassins.
  • 1954 : Priz Bras Etrebroadel Festival Cannes, deroet da Avant le déluge.
  • 1960 : Leone d'Oro ar gwellañ film hir e Mostra Internazionale d'Arte Cinematografica e Venezia, deroet da Le Passage du Rhin.
  • 1973 : Silberner Bär/Großer Preis der Jury ("Arzh Arc'hant/Priz Bras ar Juri") en Internationalen Filmfestspiele Berlin , deroet da Il n'y a pas de fumée sans feu.