Mont d’an endalc’had

Mandubracius

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Androgeüs)

An istor hervez ar skrivagnerien latin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mandubracius a oa mab d'ur roue eus meuriad an d-Trinovantes, anvet Imanuentius gant Julius Caesar e De Bello Gallico, a oa bet kaset kuit diwar e dron ha lazhet gant Cassivellaunus, nebeut amzer kent eil ergerzhadenn Caesar e Preden e 54 kent J.-K.. Tec'het a reas Mandubracius da C'halia da repuiñ e-kichen Caesar.

Cassivellaunus a renas an difenn a-enep ar Romaned, met disklêriet e voe lec'h e greñvlec'h d'ar Romaned gant an d-Trinovantes. Caesar a lakaas seziz warnañ. En em zaskoriñ a reas Cassivellaunus en diwezh. Lezel a reas an tron gant Mandubracius, ha touiñ a reas chom hep brezeliñ outañ[1].

Hengoun ar Grennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer anv Mandubracius en-dro dindan bluenn Jafrez Menoe en e Historia Regum Britanniae (1136) dindan an anv Androgeus, mab henañ ar roue mojenn Lud. Gallout a reer heuliañ fazioù an adskriverien o deus cheñchet e anv abaoe seizh levr an Istor a-enep ar Baganed, savet gant Orosius. Homañ zo un danevell istor kristen eus ar Vvet kantved a oa bras he levezon e Breizh-Veur er Grennamzer. Skrivet eo e anv "Mandubragius" pe "Andragorius" e dornskridoù disheñvel[2]. Beda, a heul Orosius tost ger-ha-ger evit a sell e zanevell eus ergerzhadennoù Caesar, a ra "Andragius" anezhañ[3] (un anv implijet gant Jafrez evit unan eus kentañ rouaned Enez-Vreizh). Marteze eo bet levezonet Jafrez gant ar vitologiezh c'hresian hag anv ar priñs Androgeos e mojenn Theseüs.

E krenngembraeg, e dornskridoù zo eus Historia Jafrez Menoe,[4] hag e Triadennoù Kembre ez eo anavet evel Afarwy. Anv a ra an Triadennoù anezhañ evel unan eus an "Tri den dizenoret eus Enez-Vreizh" abalamour m'en doa pedet Caesar da aloubiñ ar vro[5].

  1. Julius Caesar, De Bello Gallico 5:20, 5:22
  2. Orosius, Historiarum adversum paganos (Istor a-enep ar Baganed) 6.9
  3. Beda, Historia Ecclesiastica gentis Anglorum 1.2
  4. Acton Griscom, The Historiae Regum Britanniae of Geoffrey of Monmouth (1929)
  5. Triadennoù eus Levr ruz Hergest