Andrea Kimi Antonelli
| Andrea Kimi Antonelli | |
|---|---|
| Bro | |
| Deiziadoù | 25 a viz Eost 2008 |
| Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
| Niverenn | 12 |
| Bloavezhioù o redek |
Abaoe 2021 |
| Skipailhoù | |
| Prizioù Bras | 9 |
| Trec'hioù | 0 |
| Plasoù pol | 0 |
| Podiomoù | 0 |
| Titloù | - |
Andrea Kimi Antonelli, ganet d'ar 25 a viz Eost 2006 e Bologna, zo ur blenier redadegoù italian. Gounezet en deus Kampionadoù Italia hag Alamagn ar Formulenn 4 e 2022 ha Kampionad Europa ar Formulenn Rannvroel er bloaz war-lerc'h, ha graet en deus e gentañ tro e Formulenn 1 gant skipailh Mercedes e 2025. Echuiñ a reas e pevare plas e Priz Bras kentañ e Melbourne.
Formulenn 4
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2021 e oa bet Antonelli o kemer perzh en ur redadeg kirri unplas, evit ar wech kentañ. Da gentañ e kemeras perzh e div redadeg e Kampionad Europa ar C'hreiz a-raok mont da gampionad Italia gant Prema Powerteam[1]. E 2022 e kemeras perzh er c'houlzad a-bezh gant Prema. Kevreañ a reas gant Charlie Wurz, Conrad Laursen, Rafael Câmara ha James Wharton[2]. Un dibenn-sizhun kentañ dipitus en deus bet en Imola ma kollas an trec'h abalamour d'ur gudenn gant ur c'heflusker[3]. Kroget en deus gant un heuliad trec'hioù, etrezek un eil plas en div dro da-heul[4]. Goude un eil plas er Red Bull Ring hag ur berzh all e Monza e c'hounezas un hat-trick all e Mugello, ar pezh a roas tro dezhañ da c'hounit titl ar c'hampionad[5].
E-kichen e goulzad italian e kemeras perzh Antonelli e kampionad Alamagn ivez. Adalek ar c'hentañ tro e Spa-Francorchamps e c'hounezas daou drec'h[6]. A-raok lakaat un tri c'hrogad e Hockenheim[7]. Gounezet en deus titl ar c'hampionad er c'hrogad diwezhañ en Nürburgring, ma c'hounezas e zaou drec'h diwezhañ ar c'houlzad.
Formulenn rannvroel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit gwellaat e anaoudegezh eus an diskiblezh e kemeras perzh e Kampionad ar Reter-Nesañ e-pad ar goañv gant Mumbai Falcons Limited[8]. Kregiñ a reas e goulzad gant tri eil plas en div dro gentañ, ar pezh en deus lakaet anezhañ da vont betek penn ar c'hampionad[9]. Gounezet en deus an titl a-benn ar fin a-enep Taylor Barnard er c'hrogad diwezhañ e Yas Marina, ur redadeg a-raok fin ar c'hampionad[10].
Kadarnaet e voe neuze Antonelli da gemer perzh e Kampionad Europa, o chom gant Prema Powerteam ma voe en ur skipailh gant Lorenzo Fluxá ha Rafael Câmara, e enebour kozh e Formulenn 4. Kroget e oa e goulzad gant un eil plas en Imola ha goude-se daou eil plas e Barcelona[11]. Neuze e c'hounezas e drec'h kentañ en eil redadeg e Spa-Francorchamps, merket gant gwallzarvoud marvus ar blenier izelvroat Dilano van 't Hoff[12]. Goude un trec'h all en eil redadeg tro Zandvoort e tizoloas titl ar c'hampionad gant 39 foent a-raok Stenshorne[13].
Formulenn 2
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar c'houlzad 2024, Antonelli en deus dibabet chom hep kemer perzh er Formulenn 3 FIA ha mont e Formulenn 2 war-eeun, c'hoazh gant Prema Powerteam, ma kemer perzh gant Oliver Bearman[14]. Goude-se e kemeras div wech ar c'hwec'hvet plas e Jeddah[15]. E Imola, an Italian a echuas adarre pevare er redadeg pennañ, o tifenn e blas a-enep Franco Colapinto[16].
Formulenn 1
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bloavezh | Skipailhoù | Stern | Prizioù Bras | Plasoù pol | Trec'hioù | Podiomoù | Poentoù | Renkadur |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| 2025 | Mercedes F1 Team | Mercedes W16 | 9 | 0 | 0 | 0 | 48 | 7vet |
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://feederseries.net/2021/08/30/who-is-new-prema-recruit-and-mercedes-junior-andrea-kimi-antonelli/
- ↑ https://premaracing.com/en/news/18845-andrea-kimi-antonelli-stays-with-prema-for-2022-formula-4-campaign
- ↑ https://feederseries.net/2022/05/10/the-alex-dunne-show-4-takeaways-from-italian-f4-at-imola/
- ↑ https://www.media.stellantis.com/em-en/abarth/press/antonelli-dominates-at-vallelunga-and-is-the-new-leader-of-the-italian-f4-championship
- ↑ https://www.canal26.com/deportes/kimi-antonelli-la-estrella-del-futuro-de-mercedes-mi-sueno-es-llegar-a-la-formula-1-y-ser-campeon--313430
- ↑ https://www.adac-motorsport.de/en/adac-formel-4/news/2022/two-wins-for-prema-driver-antonelli-at-season-opener-in-spa/
- ↑ https://feederseries.net/2022/05/16/antonelli-scores-a-historic-triple-4-takeaways-from-adac-f4-at-hockenheim/
- ↑ https://formulascout.com/podcast-kimi-antonelli-on-his-immense-f4-success-frec-and-mercedes/101373
- ↑ https://feederseries.net/2023/01/31/antonelli-leads-as-dufek-loses-victory-4-takeaways-from-frmec-round-2-at-kuwait-motor-town/
- ↑ https://formulascout.com/antonelli-takes-fregional-middle-east-title-despite-penalty/103876
- ↑ https://formulascout.com/tramnitz-completes-frec-clean-sweep-at-barcelona-to-take-points-lead/107131
- ↑ https://formulascout.com/antonelli-gets-first-frec-win-as-red-flags-save-tramnitzs-second-place/108637
- ↑ https://formulascout.com/antonelli-clinches-frec-title-in-style-with-dominant-victory-at-zandvoort/112230
- ↑ https://www.fiaformula2.com/Latest/1k0YZW1CXClpWMF4X3HXN6/andrea-kimi-antonelli-promoted-to-formula-2-with-prema-racing-for-2024
- ↑ https://www.fiaformula2.com/Latest/2JlWOJ3fTuMOYCgIhRfJsV/what-we-learned-the-main-takeaways-from-round-2-of-the-2024-season-in-jeddah
- ↑ https://www.motorsport.com/fia-f2/results/2024/imola-/
| Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |