Andrée Clément

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Andrée Clément, bet ganet Andrée Louise Boyer d'ar 7 a viz Eost 1918 e Marselha (Bouches-du-Rhône, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 31 a viz Mae 1954 e Pariz IV (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lodenn vat eus he yaouankiz a dremenas Andrée Clément er skoutelezh ha, gant ar strollad c'hoarierien amatour Comédiens routiers, e kemeras perzh en he c'hentañ pezh-c'hoari George Dandin ou le Mari confondu (Molière ha Jean-Baptiste Lully).

Diwar neuze e teskas he micher a gomedianez gant pennañ aktourien hec'h amzer Jean-Louis Barrault, Charles Dullin, Louis Jouvet ha Fernand Ledoux en o zouez. Eviti da vezañ bet stummet e metoù ar c'hoariva, ar sinema eo a zegasas un tamm brud dezhi. Padal, en darn vrasañ eus ar filmoù he devoa kemeret perzh enne, e chomas he ferzhioù e damskeud reoù aktourezed meur all : Danielle Darrieux e Bethsabée (1947), Madeleine Sologne en Une grande fille toute simple (1948), Dany Robin e La Soif des hommes pe Madeleine Robinson e Dieu a besoin des hommes (1950), Nadia Gray e La Vierge du Rhin (1953), Michèle Morgan e Destinées (1954).

Klask a reas kendelc'her gant he micher er c'hoariva met klañv-fall e oa dija. Ma voe ret dezhi mont da Euskal Herria da bareañ he skevent. En aner dre ma varvas e dibenn miz Mae 1954, trec'het gant an dorzhellegezh. Pemp bloaz ha tregont e oa...

Mamm[1] an aktourez c'hall Dominique Clément (1940-2012) e oa.

He fezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War al lec'hienn Les Archives du Spectacle.

He filmoù er sinema : pevarzek film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lazhet e oa bet he gwaz e miz Mezheven 1940 da-geñver kentañ emgannoù an Eil Brezel-bed e Bro-C'hall.