Mont d’an endalc’had

An emgann evit Sevastopol

Eus Wikipedia
An emgann evit Sevastopol
Filmdata
Titl orin Битва за Севастополь
Bitva za Sevastopol
Bro produiñ Rusia
Banniel Ukraina Ukraina
Deuet er-maez 12 a viz Ebrel 2015 (Rusia hag Ukraina)
Yezh orin rusianeg
Padelezh (PAL-DVD) : 122 munutenn
Skigner 20th Century Fox
Pare
Filmaozer Sergei Mokritski
Produer Natalia Mokritskaya
Iegor Olesov
Sonerezh Ievgeniy Galperin
Aktourien

Ioulia Peresild
Joan Blackham
Ievgeniy Tsiganov
Oleg Vasilkov
Vitaliy Linetskiy
Luke Grimes

An emgann evit Sevastopol («Битва за Севастополь» e rusianeg, doare romanekaet : Bitva za Sevastopol) a zo ur film brezel rusian hag ukrainat sevenet e 2015 gant Sergei Mokritski, diwar-benn Lioudmila Pavlintchenko (1916–1974), ur dennerez-spieg soviedel brudet hag a zo bet un harozez eus an Eil Brezel-bed war talbenn ar Reter.

Kontañ a ra ar film ar roll dibar a c'hoarias Pavlitchenko e-pad seziz Odesa ha seziz Sevastopol e 1941-1942, pa oa an Arme Ruz o klask talañ ouzh an Trede Reich a oa oc'h aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Daoust da vezañ un dennerez hep he far e voe gloazet met kenderc'hel a reas da stourm en ur mod all, war dachenn an diplomatiezh. Ar c'heodedour soviedel kentañ eo a voe degemeret en Ti Gwenn, e Washington, gant ar c'houblad Roosevelt.

Ur produadur rusian hag ukrainat eo ar film, ha c'hoariet eo roll Pavlitchenko gant an aktourez rusian Ioulia Peresild. C'hoarvezout a reas kentaenn ar film e Gouel Filmoù Etrebroadel Beijing e miz Ebrel 2015, aet priz an aktourez wellañ ganti, ha bannet e voe ar film e Gouel Canas ivez.[1]

Troet e voe ar film e Sevastopol (Krimea), Kyiv, Odesa ha Kamianets-Podilskyi.

  • Priz ar gwellañ aktourez e Gouel Filmoù Etrebroadel Beijing e 2015
  • Erered aour 2016 : gwellañ aktourez da Ioulia Peresild ha gwellañ luc'hskeudennerezh (an Erered aour eo ar prizioù roet bep bloaz gant Akademiezh Rusia ar skiantoù hag an arzoù sinematografek).

Gounit a reas ar film 435 468 256 roubl ($8 702 274) e Rusia, e-keñver ur budjed a 124 000 000 roubl, neuze e reas tro-vat ar film[2].