An Ti a Drizek Siminal
Neuz

An Ti a Drizek Siminal zo ur romant polis gant Roparz Hemon, savet e brezhoneg eeun hag embannet gant Al Liamm e 1956.
Ar romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an dri a viz Gwengolo ec'h arru e Kameled Youenn Jigouzo, kazetenner diouzh e vicher en Oriant, da ziskuizhañ e-pad ur pemzektez. Ha kenkent ha staliet er gambr en deus feurmet ec'h arvest, a-bell, ouzh ur muntr... e-barzh ur c'hevrinus a di, hanter ziskaret ha trizek siminal warnañ. Gallout a ra kregiñ an enklask.
Adembannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet e oa bet al levr e 1998 gant Embannadurioù Hor Yezh hag e 2010 gant An Alarc'h Embannadurioù.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Cormerais, Comptes-rendus, Roparzh Hemon, An Ti a Drizek Siminal, Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest, 1957, Levrenn 64-4, p. 517.
- Florent Grouin, Deiziataer sevenadurel an Hañv 2023 : Levr An Ti a Drizek Siminal, Brezhoweb, 2 a viz Gouere 2023