An Sgurr (Eige)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An Sgurr, en enez Eige

An Sgurr zo ur menez 393 m uhelder war enez Eige, en Inizi Gall, e Bro-Skos.

Stummet e voe ouzhpenn 50 milion a vloavezhioù zo, gant dislonkadenn ur menez-tan a zo aet ar galonenn anezhi d'ober enez Rùm, nepell. Al lava, ur wech yenaet, zo aet d'ober kolonennoù, heñvel un tamm ouzh re Chaoser ar Ramzed e Norzhiwerzhon.

Aliezik e vez baleerien o pignat betek krec'h An Sgurr adalek porzh Galmasdal a zo e gevred enez Eige.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.