An Dasson-80

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E niverenn 80 An Dasson, titlet Ar velo, àr velo... er vro ha pelloc'h, e c'heller lenn pennadoù-skrid a bep sort a-ziàr ar velo e bro an Alre, e Breizh hag er bed iwe.

Fichenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titl : Ar velo, àr velo... er vro ha pelloc'h/Le vélo, à vélo... dans le pays et ailleurs

Blez : 2016

Niver a bajennadoù : 52

Embannour : Kerlenn Sten Kidna

Renour an embann : Padrig Drean

Kenurzhiiñ, adlenn, adwelet : David ar Rouz ha Padrig Drean

Aozerion : Padrig Drean, Benead ar C'hentreg, Steven Largoed, Jo Morvan, David ar Rouz, Nely Ennys Van Seventer, Ronan Stéphan

Troerion : Padrig Drean, Denez Nignol, Steven Largoed, David ar Rouz

Maketennour : Olivier Berson

Priz : 5 €

Gerioù-alc'hwez : belo, diblas, bale, redadegoù, Tro Frañs, bike-polo, Ben Isaksen.

Taolenn an niverenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pajenn Titl BR Titl FR Aozour Troour Danvez
4-6 A-fourch ! À califourchon ! P. Drean P. Drean (BR>FR) Pennad-stur
7-10 An Izelvroioù, tir ar roñsed-dir Les Pays-Bas, terre des chevaux de fer Nely Ennys van Seventer D. ar Rouz (BR>FR) Ur sell àr ar velo er vro-se, 'lec'h mand int ken stank.
11-21 Ar velo èl mod diblas Le vélo comme mode de déplacement D. ar Rouz & Ronan Stéphan D. ar Rouz (BR>FR) Pare An Dasson he dea goulennet get an daou zen penaos e implijont ar velo àr ar pemdez.
22-23 Tro ar bed a-enep ar skleroz strewek Un tour du monde contre la sclérose en plaques B. ar C'hentreg Denez Nignol (FR>BR) Un danevellig ag an avañtur-se, kaset d'An Dasson pa oa c'hoazh ar bare àr an hent e penn arall ar bed.
24-30 Kammdro Virage P. Drean P. Drean (BR>FR) Eñvorennoù liammet d'ar velo.
31-33 Robig er penn-maout Robic le vainqueur J. Jaffré D. ar Rouz (BR>FR) Ur pennad-skrid embannet er skritur a veze implijet get an aozour pa oa bet embannet goude marw ar redour belo brudet-mat.
34-38 Ben Isaksen, ar Breizh connection e-kreiz Sydney Ben Isaksen, la Breizh connection au cœur de Sydney S. Largoed S. Largoed (FR>BR) Pennad-skrid embannet e galleg e JeanMarie magazine ha troet evid An Dasson get an aozour e-unan. Isaksen, ur redour belo aostralian, a oa chomet e Breizh evid kemer perzh en ur bare rederion, e redadegoù ha razh.
39-42 Live to ride, ride to live S. Largoed S. Largoed (FR>BR) Ur pennad-skrid arall a JeanMarie magazine a gomz ag ar vicher courier àr velo, graet get S. Largoed e Sydney.
43-45 From grass to hardcourt, un istor ag ar bike-polo From grass to hardcourt, une histoire du bike-polo S. Largoed S. Largoed (FR>BR) Ur pennad-skrid arall tennet a JeanMarie magazine.
46-48 Porteled Steven Largoed Portrait de Steven Largouët S. Largoed P. Drean (BR>FR) Intereset eo ar paotr get ar velo a-c'houde e vugaleaj ha lâret a ra hiroc'h àr ar pennadoù-skrid adembannet en niverenn-mañ.
48-50 Un devezh kaer Une belle journée Aziliz hag he zad-kozh, Jo Morvan D. ar Rouz (BR>FR) An aozerion a gont un devezh bale àr velo adal beg an Havr en Intel betag Porzh Maria e Kiberen.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]