An Dasson-77

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

E niverenn 77 An Dasson, titlet Troioù ha distroioù, e vêr kaset da heul David ar Rouz, troour anezhoñ, dre soñjoù ha beajoù liessort.

Fichenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennaozour pedet : David ar Rouz

Titl : Troioù ha Distroioù/Tours et détours

Istitl : Lizher digor get David ar Rouz/Carte blanche à David Le Roux

Blez : 2013

Niver a bajennadoù : 76

Embannour : Kerlenn Sten Kidna

Renour an embann : Patrig Drean

Bodad skriviñ ha lenn : Patrig Drean, Christian Le Meut, David ar Rouz, Françoise Perron

Maketennour : Olivier Berson

Priz : 8 €

Gerioù-alc'hwez : troiñ, skiant an troiñ, bro Valensia, Sant Visant Ferrer, speredelezh


Taolenn an niverenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pajenn Titl BR Titl FR Aozour Troour Danvez
4-5 Troioù ha distroioù Tours et détours D. ar Rouz D. ar Rouz (BR>FR) Pennad-stur
6-16 Pennad-kaoz get David ar Rouz Entretien avec David Le Roux C. Le Meut & P. Drean D. ar Rouz (BR>FR) Pennad-kaoz àr e vuhez dre-vras
17-38 Troomp ha distroomp c'hoazh ! Traduisons encore et encore ! D. ar Rouz D. ar Rouz (BR>FR) Pennad-skrid a-ziàr an troiñ, e vicher gentañ ha danvez e brederi a-c’houde gwerso ivez : petra eo ? penaos e c’hell bout talvoudus evit ar re hag a faot dezhe gober get yezhoù èl ar brezhoneg ? ha goulennoù (ha respontoù !) arall.
39-51 Ur Gwenedour e Bro Valensia Un Vannetais dans le Pays valencien D. ar Rouz D. ar Rouz (BR>FR) Un deskrivadenn a Vro Valensia e Spagn, p’en deus an aozour darempredet stank ar vro-se ha desket neuze ur yoc’h traoù diàr he fenn : ar vro dre vras, he sevenadur ha liammoù get hor bro-ni en deus lakaet àr-wel er pennad-skrid-mañ.
52-55 Sant Visant Ferrer Saint Vincent Ferrier Dizanv CA adwelet get D. ar Rouz & A. Prats Rodríguez ;

BR get D. ar Rouz

Testenn a-ziàr buhez Sant Visant Ferrer, ganet e Valensia e 1350 ha marvet e Gwened e 1419, hag a c’heller kavet e iliz-veur Gwened.
56-67 Speredelezh da vonet àr-raok De la spiritualité pour avancer D. ar Rouz D. ar Rouz (BR>FR) Pennad-skrid a-ziàr ar speredelezh hag ar liamm a c’heller amprouiñ get ar brezhoneg : e gwirionez e vez implijet ar brezhoneg en un endro divyezhek (d’ar bihanañ) ha gellet a ra sikour get Yann brezhonegour en e vuhez pemdez anavet istor ar yezh hag e zoberioù dezhoñ e-unan.
68-74 Enez-kof Île Utero D. ar Rouz D. ar Rouz (BR>FR) Danevell skrivet blezadoù en a-raok ha bet priziet get ar gevredigezh Kentelioù an Noz en Naoned da geñver ur genstrivadeg aozet get ar skolidi : awenet e oa bet get un enezenn vrudet ag ar Mor bihan.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pajenn lec'hiad ar Gerlenn gouestlet d'an niverenn-mañ ag An Dasson