An-Nahar

Eus Wikipedia

An-Nahar (النهار, An Deiz en arabeg) zo ur gazetenn bemdeziek arabek, embannet e Liban. Unan eus kazetennoù brasañ ar vro eo, gant 45 000 skouerenn gwerzhet bemdez e 2012. Savet e oa bet An-Nahar d'ar 4 a viz Eost 1933 e Beirout. Lennet e vez gant an holl bennoù bras, an embregourien, ar studierien, ar gelennerien.

Ur stagadenn sevenadurel, Al-Mulhaq, a vez embannet ur wech ar sizhun. Ul lec'hienn web zo ivez, gant ur stumm saoznek. E 2018 e oa bet embannet un niverenn dibar eus ar gazetenn, gant pajennoù gwenn-holl evit sachañ an evezh war stad reuzeudik ar vro[1].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]