Amzalc'h
Neuz
An amzalc'h (a-wezhioù dalc’h) zo saviad un den tapet gant ur c'hleñved hag a ya da vezañ nammet pe dic'houest, un den kozh, pe un den nammet hag a rank bezañ kemeret e karg gant tredeourien evit kempouezañ e ziouer a emrenerezh. Ar vezegiezh, ar gerontologiezh hag an dud a vicher hag a labour war dachenn an nammidi a gemer e kont pegen dalc'het e vez an dud.
Termenadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An amzalc'h zo ur saviad e-lec'h m'emañ un den hag a zo en abeg da zivizoù pe trubuilhoù a bep seurt, dic'houest da ren ur vuhez pemdeziek hep emellout tredeourien[1],[2].
N'eo ket enebet meizadoù an « amzalc'h » hag an « emrenerezh » ha klokaat a reont an eil egile[3].
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Emrenerezh
- Namm
- Ti-departamant an Dud Nammet
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Définition www.med.univ-rennes1.fr.
- ↑ Etre dépendant, c’est quoi ? Fiche sur aidants.mesdebuts.fr, 25 mai 2010.
- ↑ PDF Autonomie et dépendance, chapitre 8 Ressources d'enseignement, Corpus de Gériatrie, sur www.chups.jussieu.fr/polys/geriatrie.
