Ambrose Bierce
| Ambrose Bierce | |
|---|---|
| Anv klok | Ambrose Gwinnett Bierce |
| Ganedigezh | 24 Mezheven 1842 Meigs County, Ohio |
| Dianket | E-tro 1914 (war-dro 72 vloaz) |
| Micherioù | Soudard Menteour Kazetenner Skrivagner Barzh |
| Luskad | Realouriezh stadunanat |
| Oberennoù pennañ | • An Occurrence at Owl Creek Bridge ” The Devil's Dictionary |
|
| |
Ambrose Gwinnett Bierce (24 a viz Mezheven 1842 – e-tro 1914) a oa ur skrivagner stadunanat, unan eus kazetennerren bennañ Stadoù-Unanet Amerika[1] hag unan eus prienterien gentañ ar skrivañ istorioù faltazi realour. A-fet istorioù skrijus ez eo bet lakaet e-par da Edgar Allan Poe hag Howard Phillips Lovecraft. Evit a sell ouzh e flemmskridoù ez eo bet lakaet a-live gant Juvenal, Voltaire ha Swift. Ur barzh hag ur fablennour eo bet A. Bierce ivez.
E 1980, e oberenn The Devil's Dictionary ("Geriadur an diaoul", 1881-1906) zo bet lakaet e-touez ar 100 pennoberenn e lennegezh SUA[2].
An istor berr An Occurrence at Owl Creek Bridge ("Un darvoudenn en Owl Creek Bridge", 1890) a voe lakaet da "unan eus an istorioù brudetañ hag embannet an aliesañ e dastumadoù"[3] hag an danevell Tales of Soldiers and Civilians ("Istorioù soudarded ha nann-soudarded", 1891) a voe listennet er 100 levr stadunanat levezonus bet moullet a-raok 1900[4].
E 1913 e skrivas Ambrose Bierce en ul lizher e oa o vont da Vec'hiko evit dastum war-eeun ditouroù diwar-benn ar Revolución mexicana (1910-1917)[5]. Mont a reas, ha biken n'eus bet klevet nevez dioutañ.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 24 a viz Mezheven 1842 e voe ganet Ambrose Bierce e Meighs County (Ohio), dekvet bugel diwar trizek ha pempvet mab da Varcus Aurelius Bierce (1799-1876) hag e bried Laura Sherwood[6][7]. Saozon e oa e hendadoù, a erruas en Amerika dre zivroadeg ar Buritaned etre 1620 ha 1640[8]. Un diskennadez eus William Bradford, gouarnour Plymouth e oa ar vamm[9]. Unan eus e eontred e oa ar jeneral Lucius Verus Bierce (1801-1876), a stourmas war harzoù Kanada er Patriot War (1838) ha diwezhatoc'h e Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika[10].
Paour met lennek e oa an tiegezh, tud Ambrose a lakaas ennañ an itik d'al levrioù ha d'ar skrivañ[11]. Goude Meighs County e voe desavet e Kosciusko County (Indiana), ma'z eas er skol eil-derez. D'e 15 vloz e kuitaas e dud da vont da zeskard en un ti-moullañ a embanne ur gazetenn enepsklavour, an Northern Indianan[11].
Soudard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ur prantad berr e voe Ambrose Bierce gant e studi en Ensavadur Milourel Kentucky (Kentucky Military Institute) e Lyndon ; 19 vloaz e oa pa voe distrujet an Ensavadur gant un tan-gwall e 1860[12] Pa darzhas ar Brezel diabarzh e miz Ebrel 1861 e lakaas e anv en 9th Indiana Infantry Regiment ; kaset e voe da Virginia da stourm, ma voe meneget er c'hazetennoù peogwir en doa saveteet e-kerzh un tan-gwall ur c'hamalad gloazet, kement-se en Emgann Rich Mountain (11/07/1861). E miz Ebrel 1862, oadet a 20 vloaz, e stourmas en Emgann Shiloh (Tennessee) ; ken euzhus e kavas ma skrivas meur a wech diwar-benn an darvoud[13].
E miz Ebrel 1863 e voe anvet da First lieutenant, ar renk a-raok Captain ; ur garg a venteour en doe dindan urzhioù ar c'horonal William B. Hazen : sevel kartennoù danvezioù tachennoù-emgann[14]. A-drugarez d'e ampartiz e kavas skor jeneraled brudet, Sherman en o zouez, evit klask mont da studiañ en United States Military Academy e West Point (New York), met d'ar 27 a viz Mezheven 1864 e tapas ur boled en e benn en Emgann Kennesaw Mountain (Georgia) ; an nemorant eus an hañvezh a dremenas en aotread betek distreiñ d'an emgann e miz Gwengolo.
E miz Genver 1865 e tilezas e garg hag an arme en abeg ma kendalc'he da vezevenniñ ha da semplañ abalamour d'e benn gloazet[15], ar pezh a zeuas ouzhpenn d'ar berranal a c'houzañve abaoe e vugaleaj[16]
Goude kuitaet an arme ec'h eas Ambrose Bierce da wazer an Teñzor Stad en Alabama, hogen distreiñ a reas davet William B. Hazen, aet da jeneral da neuze, evit ensellout postoù an arme e tiriadoù amerindian ar Plaenennoù Bras[15], ha sevel kartennoù anezho en ur veajiñ a Reter da Gornaoueg eus Omaha (Nebraska) da San Francisco (Kalifornia). Pa voent erru e penn ar veaj e 1867 e voe deroet da A. Bierce ar breved Major (a-us da Gaptain, dindan Lieutenant colonel). Kuitaat da vat an arme a reas goude-se.
Kazetenner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad pemp bloaz e chomas Ambrose Bierce e San Francisco, ma labouras en U. S. Mint, ar servij stadel a fard ar pezhioù-moneiz[15].
Brud a c'hounezas eno dre ar pennadoù a skrivas evit meur a gazetenn : Overland Monthly, The Argonaut, The Californian, The San Francisco Examiner, The San Francisco News Letter ha The Wasp. Un dibab pennadoù diwar e zorn e The San Francisco News Letter war dachenn an torfedoù a voe entoueziet en teskad True Crime embannet gant al Library of America ("Levraoueg Amerika")[17].
E miz Kerzu 1871 e timezas Ambrose Bierce da Vary Ellen Day ; tri bugel o doe.
Bloaz goude, oadet a 30 vloaz, ec'h eas da Vro-Saoz, ma vevas e-pad tri bloaz. Eno e savas pennadoù evit ar gelaouenn flemmus Fun hag e Londrez e 1873 e teuas e levr kentañ a-zindan ar wask, The Fiend's Delight ("Plijadur an droukspered") ; dindan an anv-pluenn « Dod Grile » e voe embannet ar c'hendastumad-se eus e bennadoù evit Fun[18].
E 1875 e tistroas ar c'hazetenner da San Francisco. Pevar bloaz goude, e 1879, ec'h eas da Rockerville ha Deadwood, e Tiriad an Dakota[19], ma voe merour evit un embregerezh mengleuziañ staliet e New York ; freuz-stal a reas an embregerezh-se, hag Ambrose Bierce a zistroas da Galifornia da genderc'hel gant e vicher kazetenner e San Francisco.
Adalek ar 1añ a viz Genver 1881 betek an 11 a viz Gwengolo 1885 e voe Ambrose Bierce rener an embann e The Wasp, ma voulc'has ur stirad bilhedoù anvet Prattle ("Fistilherezh"). D'ar mare-se ivez e troas da unan eus skriverien ha bleinskridourien reoliek kentañ The San Francisco Examiner perc'hennet gant ar chevañsour William Randolph Hearst (1863-1951)[20], ar pezh a lakaas anezhañ da unan eus kazetennerien bennañ aod kornôgel SUA. Betek 1909 e skrivas evit kazetennoù perc'hennet gant W. R. Hearst.
E 1888 e tispartias diouzh Mary E. Day, a oa o sellet ur gwaz all, hervez ar c'hazetenner.

E 1896 e tiskouezas A. Bierce pegen divreinus e oa. An embregerezhioù Union Pacific Railroad ha Central Pacific Railroad o doa bet digant gouarnamant SUA ur mell amprest (130 milion a zollaroù, da lavarout eo tremen 5 milmilion a zollaroù hiziv) war gampi izel evit sevel al linenn-houarn gentañ a-hed 3 077 km etre Council Bluff (Iowa) hag Oakland Long Wharf (Kalifornia). Unan eus pennoù Central Pacific, Collis P. Huntington, a gendrec'has un ezel eus Kendalc'h ar Stadoù-Unanet da sevel ul lezenn hag a ezdalc'hfe an daou embregerezh da resteurel an amprest, a vefe lakaet e pleustr dre guzh hag hep na vefe embannet en un doare foran.
E miz Genver 1896, W. R. Hearst a gasas Ambrose Bierce da Washington, D.C. evit skoilhañ an trucherezh-se. Pan erruas ar c'hazetenner en em gavas dirak Huntington, a oa kounnaret hag a c'houlennas outañ petra e oa e briz evit tevel ; er c'hazetennoù e voe embannet respont Bierce : « My price is one hundred thirty million dollars. If, when you are ready to pay, I happen to be out of town, you may hand it over to my friend, the Treasurer of the United States. ("$130 milion eo ma friz. Mard on e-maez kêr pa viot prest da baeañ, gallout a rit o reiñ da'm mignon, teñzorer ar Stadoù-Unanet.")[21].
Ken fuloret e voe lennerien pennadoù Ambrose Bierce ma voe nac'het an danvez lezenn.
E miz Du e tistroas ar c'hazetenner da Galifornia.
Tri bloaz goude, e 1899, e tistroas da Washington, D.C., hag eno e chomas betek e steuzidigezh[22].
Alies e savas reuz abalamour da bennadoù Ambrose Bierce, pa blije dezhañ bezañ flemmus e-keñver kevredigezh e amzer ; meur a wech e savas trouz en abeg d'e skridoù, ar pezh a nec'he W. R. Hearst. Unan eus an degouezhioù-se a c'hoarvezas war-lerc'h drouklazh ar prezidant William McKinley d'ar 14 a viz Gengolo 1901 : A. Bierce en doa skrivet e 1900 ur varzhoneg diwar-benn drouklazh William Goebel, gouarnour Kentucky, a voe troet gant enebourien Hearst en un tabut bras. P'en doa skrivet ar varzhoneg-se e felle d'ar barzh esteurel mantr hag aon an holl dud en Amerika, hogen par d'un diougan e voe lakaet gant an dud :
|
The bullet that pierced Goebel's breast |
Ar boled a doullas bruched Goebel |
Tamallet e voe da W. R. Hearst bezañ galvet da zrouklazh ar prezidant. Kement a reuz a savas ma tilezas klask bezañ prezidant d'e dro, met mirout Ambrose Bierce en e gazetennoù a reas[23].
E 1904 e torras A. Bierce e zimez, bloaz a-raok ma yafe Mary d'an Anaon.
Skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-hed e vuhez e voe brudetoc'h Ambrose Bierce evel kazetenner eget evel skrivagner. Etre 1888 ha 1891 e skivas an istorioù a blijas ar muiañ d'an dud[24]. Meur a wech en e oberennoù lennegel e pouezas war ar fed ma ne c'heller ket anavezout ar pezh na c'heller ket arnodiñ ha muzuliañ, neuze ne c'heller ket sklêrijenniñ holl gevrinoù an hollved dre e furchal. Alies ivez e savas a-enep da zoueegezh Jezuz Nazaret hag e pledas gant diskianterezh ar marv.
Ken don e oa sanket ennañ an traoù euzhus en devoa gwelet er Brezel diabarzh ma skivas diwar o fenn en istorioù evel An Occurrence at Owl Creek Bridge, A Horseman in the Sky, One of the Missing ha Chickamauga. En un doare gwirheñvel-kenañ e skrivas 25 istor diwar-benn ar brezel, a zo bet lakaet da vrasañ teul a-enep ar brezel el lennegezh amerikan.
Betek diwezh e vuhez e savaas kounnar ennañ bewech ma kleve kanañ enor ha klod ar brezel gant tud na oant biskoazh bet war un dachenn-emgann[25].
Istorioù euzh ha spont a zeuas ivez a-zindan pluenn Ambrose Bierce, a zo bet lakaet da unan eus difraosterien al luskad a anver "euzh bredoniel" (psychological horror)[26].

Ouzhpenn istorioù brezel ha spont e skrivas meur a levr barzhoniezh ha fablennoù (Fantastic Fables, 1899).
Unan eus oberennoù brudetañ Ambrose Bierce eo The Devil's Dictionary, a zo bet pennadoù kazetennoù a-raok bezañ embannet e stumm ul levr e 1906 dindan an titl The Cynic's Word Book. Fentus-meurbet eo ar geriadur-se, a zo penngerioù termenet en un doare flemmus, ha daousteriek alies. Setu amañ ur skouer :
PALACE, n. A fine and costly residence, particularly that of a great official. The residence of a high dignitary of the Christian Church is called a palace; that of the Founder of his religion was known as a field, or wayside. There is progress.
PALEZ, a.-k. Un annez kaer ha ker, hini ur pennadurezh meur pergen. Ur palez a reer eus annez un uheliad en Iliz kristen ; ur park pe ribl un hent e oa hini Diazezer e relijion. Araokaat zo.
Ar romantour ha skridvarnour William Dean Howells (1837-1920) a zisklêrias e oa Ambrose Bierce unan eus tri skrivagner pennañ SUA. Pa glevas kement-se, A. Bierce a respontas, gant e dro-spered boas : « Sur on ez eo an ao. Howells an daou all. »[27].
Steuzidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Here 1913, hag eñ oadet a 71 vloaz, Ambrose Bierce a guitaas Washington, D.C., evit mont da adwelout an tachennoù-emgann ma oa bet er Brezel diabarzh. E miz Kerzu en doa treuzet Louiziana ha Texas, ma erruas en El Paso. Eno e treuzas an harzoù da vont da Vec'hiko, a oa e kreiz emsavadegoù an Dispac'h. E Ciudad Juárez ec'h eas da arvester en arme Pancho Villa, ha dre-se e voe test en Emgann Terra Blanca e miz Du 1913[28][29].
Betek Chihuahua gant arme Pancho Villa ec'h eas A. Bierce, a skrivas eno an testeni diwezhañ eus e vuhez : ul lizher d'ur vignonez dezhañ, ar gazetennerez Blanche Partington (1866-1951) e Kalifornia. « Evit va c'heloù, warc'hoazh ec'h in kuit ac'hann war-zu n'ouzon ket pelec'h. ».
Den ne glevas anv anezhañ goude-se, ha den ne oar diwar-benn planedenn Ambrose Bierce e dibenn e vuhez.
Fetisoc'h eo ar c'hevrin pa ouzer e skrivas en unan eus e lizheroù diwezhañ, d'e nizez Lora :
|
An enklasker stadunanat Joe Nickell (1944-2025) avat a verkas n'eo bet kavet biskoazh al lizher d'ar gazetennerez, ur c'harned d'he sekretour hepken zo bet. Hervez B. Partington, Ambrose Bierce en doa kuzhet a-ratozh al lec'h m'edo o vont, kostez Grand Canyon (Arizona) ma en em lazhas[31].
Un enklask a voe graet e Mec'hiko gant servijoù koñsuldi SUA eno. Un nebeud soudarded eus arme Pancho Villa a voe aterset, met dislavarus e voe o respontoù. Penn sturvod arme-zouar ar Stadoù-Unanet a yeas e darempred gant kannad P. Villa en SUA, a enklaskas ivez ; e miz Genver 1914 e vije bet gwelet Ambrose Bierce da ziwezhañ, e Chihuahua[32].
Hervez ar vrud hengounel e korn-bro Sierra Mojada (Coahuila), bet dastumet gant ar beleg James Lienert, e vije bet tamallet da Ambrose Bierce bezañ ur spier ha fuzuilhet e vije bet e bered kêr gant aduidi an diktatour Victoriano Huerta, a oa er galloud d'ar mare-se (18/02/1913 –15/07/1914). Ur bez e koun ar skrivagner a voe staliet gant J. Lienert er vered-se[33].
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un dudenn eo bet Ambrose Bierce e tremen 50 oberenn : istorioù berr, romantoù, bannoù-treset, pezhioù-c'hoari, abadennoù skinwel ha filmoù sinema, abalamour d'e liammoù gant pennoù brudet evel W. R. Hearst ha Jack London, hag ivez en abeg d'e steuzidigezh kevrinus.
- Sinema
Filmoù a voe graet diwar An Occurrence at Owl Creek Bridge : unan mut e 1929, The Bridge, sevenet gant Charles Vidor hag unan gwenn-ha-du e galleg anvet La Rivière du Hibou (Robert Enrico, 1961).
E 1999 e teuas er-maez ur film berr (45 munutenn), anvet Ah! Silenciosa, diwar-benn darvoudoù An Occurrence at Owl Creek Bridge ha steuzidigezh Ambrose Bierce[34].
Ur film euzh ha spont zoken a voe sevenet e 2000 diwar beaj A. Bierce da Vec'hiko hag e steuzidigezh eno, ur sunerez-gwad ar penndudenn anezhañ : From Dusk Till Dawn 3: The Hangman's Daughter[35].
- Lennegezh
En e romant The Old Gringo (1985), ar skrivagner mec'hikan Carlos Fuentes (1928-2012) a bledas gant steuzidigezh Ambrose Bierce ; ur film anvet Old Gringo a voe sevenet e 1989 gant Luis Puenzo[36].
Ambrose Bierce eo penntudenn ur stirad romantoù anvet The Ambrose Bierce Series, 5 levrenn ennañ, a voe skrivet gant an oberour stadunanat Oakley Maxwell Halls (1920-2008) hag embannet adalek 1998 betek 2005.
Diwar-benn ar steuzidigezh, an oberour saoz-ha-stadunanat Gerald Kersh (1912-1968) a embannas e miz Kerzu 1957 er gazetenn The Saturday Evening Post un istor berr anvet The Oxoxoco Bottle, a voe lakaet en e deskad Men Without Bones and Other Haunting Inhabitants hag adembannet meur a wech[37].
Ur romant istorel faltaziek, The Assassination of Ambrose Bierce: A Love Story, skrivet gant Don Swaim (diazezer al lec'hienn The Ambrose Bierce Site) a voe embannet e 2016.
- Skinwel
Div wech e voe azasaet an istor berr Eyes of the Panther (1897) ouzh ar skinwel, e 2007 hag e 2009.
- Sonerezh
Ar sonaozour stadunanat Rodney Waschka II (*1958) a aozas ur c'hoarigan anvet Saint Ambrose (1988-2000) a zo diazezet war buhez Ambrose Bierce[38].
Ur c'hoarigan all, bet aozet gant David Lang (*1957) hag anvet The Difficulty of Crossing a Field diwar un istor heñvelanvet skrivet gant A. Bierce, a voe c'hoariet e San Francisco e 2002[39].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù, a-raok ar steuzidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Fiend's Delight (sinet "Dod Grile"), 1873 ; istorioù, flemmskridoù, pennadoù kazetennerezh ha barzhonegoù.
- Nuggets and Dust Panned Out in California (sinet "Dod Grile" ivez), 1873 ; istorioù, flemmskridoù, pennadoù kazetennerezh ha flemmganigoù[40].
- Cobwebs from an Empty Skull (sinet "Dod Grile" c'hoazh), 1874 ; istorioù, fablennoù ha pennadoù kazetennerezh.
- The Dance of Death (sinet "William Herman" ha skrivet a-gevret gant Thomas A. Harcourt), 1877) ; flemmskridoù.
- Map of the Black Hills Region, Showing the Gold Mining District and the Seat of the Indian War, 1877 ; kartenn lec'hiadurezh.
- Tales of Soldiers and Civilians, 1891 ; istorioù.
- The Monk and the Hangman's Daughter (a-gevret gant Adolphe Danziger De Castro), 1892 ; romant troet diwar an alamaneg (Der Mönch von Berchtesgaden gant Richard Voss, 1891).
- Black Beetles in Amber, 1892) ; barzhonegoù.
- Can Such Things Be?, 1893 ; istorioù.
- How Blind Is He, e-tro 1896 ; barzhonegoù.
- Fantastic Fables, 1899 ; fablennoù.
- Shapes of Clay, 1903 ; barzhonegoù.
- The Cynic's Word Book, 1906 (kentañ stumm The Devil's Dictionary) ; flemmskridoù.
- A Son of the Gods hag A Horseman in the Sky, 1907 ; istorioù.
- Write It Right: A Little Blacklist of Literary Faults, 1909 ; evezhiadennoù diwar-benn an doare reizh da implijout gerioù e saozneg.
- The Shadow on the Dial and Other Essays, 1909 ; torkad pennadoù kazetennerezh.
- The Collected Works of Ambrose Bierce, 1909–1912 :
- I : Ashes of the Beacon ;
- II : In the Midst of Life : Tales of Soldiers and Civilians ;
- III : Can Such Things Be? ;
- IV : Shapes of Clay ;
- V : Black Beetles in Amber ;
- VI : The Monk and the Hangman's Daughter – Fantastic Fables ;
- VII : The Devil's Dictionary ;
- VIII : Negligible Tales – On with the Dance – Epigrams ;
- IX : Tangential Views ;
- X : The Opinionator ;
- XI : Antepenultimata ;
- XII : In Motley.
Levrioù dalif
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Faltazi
- My Favorite Murder, 1916.
- A Horseman in the Sky – A Watcher by the Dead – The Man and the Snake, 1920.
- Ten Tales, 1925.
- Fantastic Debunking Fables, 1926.
- An Occurrence at Owl Creek Bridge and Other Stories, e-tro 1926.
- The Horseman in the Sky and Other Stories, e-tro 1926.
- Tales of Ghouls and Ghosts, e-tro 1927.
- Tales of Haunted Houses, e-tro 1927.
- My Favorite Murder and Other Stories, e-tro 1927.
- Ghost and Horror Stories, 1964.
- The Complete Short Stories of Ambrose Bierce, 1970.
- The Stories and Fables of Ambrose Bierce, 1977.
- For the Ahkoond, 1980.
- A Horseman in the Sky, 1983.
- One of the Missing – Tales of the War Between the States, 1991.
- Civil War Stories, 1994.
- An Occurrence at Owl Creek Bridge and Other Stories, 1995.
- The Moonlit Road and Other Ghost and Horror Stories, 1998.
- A Deoderizer of Dead Dogs, 1998.
- The Collected Fables of Ambrose Bierce, 2000.
- The Short Fiction of Ambrose Bierce: A Comprehensive Edition (3 levrenn), 2006.
- Ambrose Bierce: Masters of the Weird Tale, 2013.
- Flemmskridoù
- Extraordinary Opinions on Commonplace Subjects, e-tro 1927.
- A Cynic Looks at Life, e-tro 1927.
- The Sardonic Humor of Ambrose Bierce, 1963.
- The Fall of the Republic and Other Political Satires, 2000.
- Barzhonegoù
- An Invocation, 1928.
- The Lion and the Lamb, 1939.
- A Vision of Doom – Poems by Ambrose Bierce , 1980.
- Poems of Ambrose Bierce, 1995.
- Kazetennerezh
- Selections from Prattle, 1936.
- The Ambrose Bierce Satanic Reader, 1968.
- Skepticism and Dissent – Selected Journalism from 1898 to 1901, 1980.
- Emvuhezskridoù
- Iconoclastic Memories of the Civil War: Bits of Autobiography, e-tro 1927.
- Battle Sketches, 1930.
- A Sole Survivor: Bits of Autobiography, 1998.
- Torkadoù liesseurt
- The Collected Writings of Ambrose Bierce, 1946.
- Ambrose Bierce's Civil War, 1956.
- The Devil's Advocate: An Ambrose Bierce Reader, 1987.
- An Occurrence at Owl Creek Bridge and Selected Works, 1991.
- Shadows of Blue and Gray: The Civil War Writings of Ambrose Bierce, 2002.
- Phantoms of a Blood-Stained Period: The Complete Civil War Writings of Ambrose Bierce, 2002.
- Ambrose Bierce: The Devil's Dictionary, Tales, and Memoirs, 2011.
- Collected Essays and Journalism :
- 1 : 1867–1869, 2022.
- 2 : 1869–1870, 2022.
- 3 : 1870–1871, 2022.
- 4 : 1871–1872, 2022.
- 5: 1872–1873, 2022.
- 6: 1873–1874, 2023.
- 7: 1874–1875, 2023.
- 8: 1875–1876, 2023.
- 9: 1877–1878, 2023.
- 10: 1878–1880, 2023.
- 11: 1881, 2023.
- 12: 1882, 2023.
- 13: 1883, 2023.
- 14: 1833–1884, 2023.
- 15: 1884–1885, 2023.
- 16: 1885, 2023.
- 17: 1886, 2023.
- Lizheroù
- Containing Four Ambrose Bierce Letters 1921.
- The Letters of Ambrose Bierce, 1922.
- Twenty-one Letters of Ambrose Bierce, 1922.
- A Letter and a Likeness, 1926.
- Battlefields and Ghosts, 1931.
- Ambrose Bierce: "My Dear Rearden": a Letter., 1997.
- A Much Misunderstood Man: Selected Letters of Ambrose Bierce, 2003.
- My Dear Mac: Three Letters, 2006.
Istorioù berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz skidoù berr zo diwar pluenn Ambrose Bierce : 246 istor berr, 846 fablenn ha tremen 300 istor fentus.
- Brezel
- Killed at Resaca, 1887.
- One of the Missing, 1888.
- A Tough Tussle, 1888.
- A Horseman in the Sky, 1889.
- An Occurrence at Owl Creek Bridge, 1890.
- Istorioù dreistnatur
- A Psychological Shipwreck, 1879.
- An Inhabitant of Carcosa, 1886.
- An Unfinished Race, 1888.
- One of Twins, 1888.
- The Spook House, 1889.
- The Man and the Snake, 1890.
- The Realm of the Unreal, 1890.
- The Middle Toe of the Right Foot, 1890.
- The Boarded Window, 1891.
- The Death of Halpin Frayser, 1891.
- The Secret of Macarger's Gulch, 1891.
- John Bartine's Watch, 1893.
- The Eyes of the Panther, 1897.
- The Moonlit Road, 1907.
- Beyond the Wall, 1907.
- The Damned Thing, 1893.
- Moxon's Master, 1899.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Ambrose Bierce
- (en) The Devil's Dictionary, en-linenn e Wikisource.
- (fr) Le Dictionnaire du Diable ; Paris : Rivages, 1989 (ISBN 978-2-86930-294-5)
- (en) The Short Fiction of Ambrose Bierce: A Comprehensive Edition (3 levrenn) ; Knoxville: University of Tennessee Press, 2006 (ISBN 978-1-57233-536-3, 978-1-57233-537-0 ha 978-1-57233-538-7).
- (en) The Civil War Short Stories of Ambrose Bierce ; Winnipeg : Bison Books, 1988 (ISBN 978-0-8032-6087-0).
- (en) The complete short stories of Ambrose Bierce : New York : Doubleday, 1970 (ISBN 978-0-345-02422-0).
- (en) Everett F. Bleiler : Ghost and Horror Stories of Ambrose Bierce ; Garden City : Dover Publications, 1964.
- (en) S. T. Joshi & David E. Schultz (kendastumerien. : A Much Misunderstood Man: Selected Letters of Ambrose Bierce ; Colombus : Ohio State University Press, 2003 (ISBN 978-0-8142-0919-6).
- Diwar-benn Ambrose Bierce
- (en) Adolphe Danziger De Castro (1929) : Portrait of Ambrose Bierce ; New York : Beekman Books, 1974 (ISBN 978-0-8464-0025-7)
- (en) Dennis Drabelle : The Great American Railroad War: How Ambrose Bierce and Frank Norris Took on the Notorious Central Pacific Railroad ; New York : St. Martin Press, 2012 (ISBN 978-0-312-66759-7)
- (en) Paul Fatout : Ambrose Bierce: The Devil's Lexicographer ; Norman : University of Oklahoma Press, 1951 (ISBN 978-1-112-80334-5)
- (en) Randall E. Floyd : The Good, the Bad, and the Mad: Some Weird People in American History ; New York : Barnes & Noble, 1999 (ISBN 978-0-7607-6600-2)
- (en) Robert L. Gale : An Ambrose Bierce Companion ; Santa Barbara : Greenwood, 2001 (ISBN 978-0-313-31130-7).
- (en) Mary Elizabeth Grenander : Ambrose Bierce ; New York : Twayne Publishers, 1971.
- (en) Carey McWilliams (1929) : Ambrose Bierce: A Biography ; Hamden : Archon Books, 1967 (ISBN 978-1-258-17809-3).
- (en) Roy Morris : Ambrose Bierce – Alone in bad company ; Oxford : Oxford University Press, 1996 (ISBN 978-0-517-59646-3).
- (en) Joe Nickell : Ambrose Bierce Is Missing and Other Historical Mysteries ; Lexington : University Press of Kentucky, 1991 (ISBN 978-0-8131-1766-9).
- (en) Don Swain : The Assassination of Ambrose Bierce: A Love Story ; New York : Hippocampus Press, 2016 (ISBN 978-1-61498-154-1).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) The Ambrose Bierce Site.
- (en) The Ambrose Bierce Project.
- (en) Dielloù The New York Public Library.
- (en) Pennadoù kazetennerezh Ambrose Bierce.
- (en) Barzhonegoù Ambrose Bierce.
- (en) Project Gutenberg.
- (en) Internet Movie Database.
- (en) The Internet Speculative Fiction Database.
- (en) LibriVox.
- (en) Standard e-Books.
- (fr) Un incident au pont d’Owl-Creek e Wikisource.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Grenander, 1971, p. 10.
- ↑ (en) Franklin Library 100 Greatest Masterpieces of American Literature .
- ↑ (en) Joseph Palmisano : Short Story Criticism, levrenn 12 ; Farmington Hills : Gale, 2004, p. 2 (ISBN 978-0-7876-8869-1).
- ↑ (en) A-stroll : One hundred influential American books printed before 1900 ; New York : Grolier Club, 1947, p. 124.
- ↑ (en) S. T. Joshi & David E. Schultz : A Much Misunderstood Man – Selected Letters of Ambrose Bierce ; Colombus : Ohio University Press, 2003, pp. 244-246 (ISBN 978-0-8142-0919-6).
- ↑ Floyd, 1999, p. 18.
- ↑ Gale, 2001, p. 31.
- ↑ Morris, 1996, p. 19.
- ↑ Morris, 1996, p. 20
- ↑ (en) Akron Evening Times, 30 Ebrel 1919.
- 1 2 Floyd, 1999, p. 18.
- ↑ Bleiler, 1964, pennad-digeriñ.
- ↑ (en) What I Saw of Shiloh
- ↑ (en) Paul Fatout : Ambrose Bierce, Civil War Topographer
- 1 2 3 (en) The Civil War.
- ↑ Floyd, 1999, pp. 19-20.
- ↑ (en) Unraveling the mysteries of San Francisco with the writer who brought Ambrose Bierce back to life.
- ↑ Joshi & Schultz, 2003, p. 8 ; Morris, 1996, p. 143.
- ↑ Tiriad an Amerindianed Sioux Dakota e gwirionez, su Saskatchewan ha norzh North Dakota hiziv.
- ↑ Floyd, 1999, p. 18.
- ↑ (en) Salvador A. Ramirez : A Clash of Titans : Ambrose Bierce, Collis Hintington, an the 1896 fight to refund the Central Pacific's debt to the federal government, 2010 (ISBN 978-0-615-38455-9).
- ↑ (en) DC Writers' Homes.
- ↑ Morris, 1996, pp. 236-237.
- ↑ Grenander, 1971, p. 55.
- ↑ (en) Adriana Teodorescu : Death – Representations in Literature – Forms and Theories ; Cambridge : Cambridge Scholars Publishing, 2015, p. 143 (ISBN 978-1-4438-7158-7).
- ↑ (en) Stephen Jones & Kim Newman : Horror : The 100 Best Books ; Philadelphia : Running Press, 1993 (ISBN 978-0-88184-594-5).
- ↑ McWilliams, 1967, p. 219.
- ↑ McWilliams, 1967, pp. 324-325..
- ↑ (en) Michael Varhola : Texas Confidential ; Cincinnati : Clerisy Press, 2011, p. 176 (ISBN 978-1-57860-458-6).
- ↑ (en) Ambrose Bierce Bids Farewell to his Niece Lora.
- ↑ NIckell, 1991, p. 28.
- ↑ (en) Friedrich Katz : The Life and Times of Pancho Villa ; Stanford : Stanford University Press, 1998, p. 865 (ISBN 978-0-8047-3046-4).
- ↑ (en) Priest erects Bierce gravestone in Sierra Mojada, Mexico.
- ↑ (en) Internet Movie Database.
- ↑ (en) Internet Movie Database.
- ↑ (en) Internet Movie Database.
- ↑ ISBN : 978-1-5154-2673-8.
- ↑ (en) Rodney Waschka II.
- ↑ (en) David Lang.
- ↑ Flemmganig : ur varzhoneg verr flemmus ha, dre astenn ar ster, ul lavarenn grenn ha flemmus, ur flemmadenn.


