Mont d’an endalc’had

Amalthea

Eus Wikipedia
Amalthea
Sibilla
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Micherbeleg Kemmañ
Deskrivet dreCumaean Sibyl Kemmañ

Ar Sibilla Kumean a zo unan eus an daouzek Sibilla, an hini eus Kumae, e rannvro Naplez, e Campania, hag a gaver e meur a vojenn. Cumae a oa un drevadenn c'hresian krouet gant trevadennerien eus Kalkiz etre 750 ha 730 kent J.-K. Kemeret e voe kêr gant ar Romaned e 338 kent J.-K.

Setu ar Sibila a oa e kêr c'hresian "Kyme", a veze graet "Cumae" anezhi gant ar Romaned. Neuze Sibylla Cumana pe Sibylla Cumaea, ha Sibylla Cimmeria a zo anvioù disheñvel evit ar memes Sibilla ("Cimmeria" a dalvez "eus Kyme"). Er Grennamzer e oa sañset Sibilla Cumae he dije rakwelet ganedigezh ar C'hrist.