Alvin York

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar serjant Alvin Cullum York

Alvin Cullum York, ganet d'an 13 a viz Kerzu 1887 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Gwengolo 1964,lesanvet Sergeant York, a oa unan eus soudarded enoretañ Stadoù-Unanet Amerika er C'hentañ Brezel-bed. Enoret e voe gant ar Medal of Honor evit bezañ bet e penn un argadenn war ur vindrailherez alaman. Paket e voe ur vindrailherez d'an nebeutañ, lazhet 25 soudard enebour ha prizoniet 132.

An darvoud a voe abeg medalenn a enor York a oa bet e lodenn stadunanat an Argadenn Meuse-Argonne e Bro-C'hall er bloavezh 1918. Pal an argadenn a oa bet freuzañ al Linenn Hindenburg ha rediañ an Alamanted da godianañ. Enoret eo bet Alvin York gant meur a vedalenn a-berzh broioù estren e-pad ar C'hentañ Brezel-bed: gant Bro-C'hall, Italia ha Montenegro.