Alternative für Deutschland

Eus Wikipedia
Logo Alternative für Deutschland

Alternative für Deutschland (Brezhoneg: Dazeilad evit Alamagn) berraet en AFD a zo ur strollad politikel broadelour, mirour, diskredig d'an unvaniezh europat hag enep Islam a orin eus Alamagn.

Krouet d'ar 6 a viz C'hwevrer 2013, ar strollad a dapas 4,7% eus ar mouezhioù evit dilennadegoù kevredadel 2013, tost e oa bet da dizhout ar 5% rediet evit kaout sezoù er Bundestag. Er bloavezh 2014 ar strollad a dape 7,1% eus ar mouezhioù gant 7 sez war 96 evit an dilennadegoù europat, emezeliñ a reas ar strollad er c'hengevrad European Conservatives and Reformists (ECR) betek ma vefe skarzhet e miz Ebrel 2016. E miz Gwengolo 2016, an AfD a oa deuet a-benn da dapout kannaded e 10 parlamant Stad alaman diwar 16. Ar strollad a zo renet gant Frauke Petry ha Jörg Meuthen.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gwengolo 2012, Alexander Gauland, sekretour stad eus Hessen, Bernd Lucke un ekonomiour ha Konrad Adam, un embanner evit ar Frankfurter Allgemeine Zeitung etre 1979 ha 2000 ha penn rener Die Welt betek 2008, a save ur c'hengevrad politikel e Bad Nauheim. Ar pal a oa enebiñ ouzh politikerezh kevredadel Alamagn da geñver krizenn an takad europat. Ar strollad Wahlalternative 2013 (Brezhoneg: Dazeilad mouezhierezh 2013) o pennad-stur a voe harpet gant 68 ekonomiour, kazetenner ha patromed bras. An hanter anezho a oa kelennerien brudet hag an tri c'hard anezho a oa diplomet uhel eus skolioù-meur. Ar strollad a embanne sklaer e oa an takad ekonomiel europat un dachenn diasur o lakaat broioù su Europa da vont etrezek hent ar baourentez dre pouezh ar c'hevaezerezh diazezet war ar moneizh euro.