Mont d’an endalc’had

Aloubadeg Manchouria gant Japan

Eus Wikipedia
Aloubadeg Manchouria gant Japan
aloubadeg
Rann eusBrezel Sina ha Japan Kemmañ
Lec'hInner Manchuria Kemmañ
Deiziad18 Gwe 1931 Kemmañ
Deiziad kregiñ18 Gwe 1931 Kemmañ
Deiziad echuiñ27 C'hwe 1932 Kemmañ
PerzhiadImpalaeriezh Japan, Republik Sina (1912-1949), Lu Impalaeriezh Japan, Lu Broadel Dispac'hel Kemmañ
Abeg kentizhMukden incident Kemmañ

Arme Kantōgun eus Impalaeriezh Japan a oa bet oc'h aloubiñ rannvro Manchouria e Republik Sina d'an 18 a viz Gwengolo 1931, dres goude Darvoud Mukden[1], un obererezh false flag sevenet gant soudarded eus Japan evit kaout un digarez da dagañ. E fin ar brezel e miz C'hwevrer 1932, Japaniz o doa lakaet sevel ar stad vargodenn anvet Mandchoukouo.

Padet e oa an dalc'herezh betek kreiz miz Eost 1945, nebeut amzer a-raok fin an Eil Brezel-bed, pa oa bet aloubet ar rannvro gant an Unvaniezh Soviedel ha Mongolia e-pad Aloubadeg soviedel Manchouria. Dre ma oa bet sachet evezh ur bern broioù gant an aloubadeg japanat, Kevredigezh ar Broadoù a oa bet o sevel Bodad Lytton (renet gant ar politikour saoz Victor Bulwer-Lytton) evit kompren gwelloc'h ar bec'h, ha savet e oa bet gant ar bodad un dezrevell rentet e miz Here 1932. Kinniget e oa bet gant ar bodad ar pezh o devoa kavet, lavaret o doa e oa arabat anavezout en un doare ofisiel ar stad vargodenn Mandchoukouo, ha goulennet ma vije rentet ar rannvro da Sina. Ur wech embannet an disoc'hoù e oa bet gouarnamant Japan o vont kuit eus ar C'hevredad.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]