Aloïse Sauvage
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv-bihan | Aloïse ![]() |
Anv-familh | Sauvage ![]() |
Deiziad ganedigezh | 25 Gwe 1992 ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Bet war ar studi e | Centre international des arts du spectacle - Académie Fratellini ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2017 ![]() |
Tuadur revel | lesbianiezh ![]() |
Benveg sonerezh | mouezh, Fleüt-treuz, saksofon, bateri ![]() |
Tachenn | Hip hop ![]() |
Label sonerezh | Initial Artist Services ![]() |
Deskrivet en URL | http://fr.dbpedia.org/resource/Alo%C3%AFse_Sauvage ![]() |

Aloïse Sauvage, ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1992 er Mée-sur-Seine (Seine-et-Marne), a zo un arzourez c'hall. Ober a ra sonerezh hag ivez sinema, sirk a-vremañ ha dañs[1].
Merzet da gentañ e-giz aktourez er film 120 battements par minute e 2017, kregiñ a reas gant ar sonerezh e 2018. Anvet e voe da-geñver Victoires de la Musique e 2020 er rummad « Révélation scène ». E miz C'hwevrer 2020 e teuas hec'h albom studio kentañ er-maez, Dévorantes e anv, ha goude-se Sauvage e miz Here 2022.[2]
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sonerezh Aloïse Sauvage a zeu dreist-holl eus ar rap[3]. Awenet eo gant Diam's pe Stromae[3] ivez. Dre skridoù he c'hanaouennoù e komz Aloïse Sauvage eus ar garantez lesbian (evel war Jimy) pe eus an homofobiezh evel war Omowi (ur c'hoari gerioù evit Homo, oui !). Bez' ez eus ivez anv eus ezvezañs an tad e-barzh Papa, eus ar c'hrign-bev e-barzh Tumeur pe eus ar boan-spered gant Et cette tristesse.
Degas a ra Aloïse Sauvage da soñj en he c'hanaouennoù ez eus kalz revelourezh ha mennozhioù seksist war an dilhad ha neuz ar c'horf, ha komz a ra ivez eus ar stereotipoù jener rediet d'ar merc'hed. Souten a ra al luskad #MeToo hag e engouestloù. En em dermeniñ a ra evel ur plac'h venelourez.[4]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ «Aloïse Sauvage : à fond ! », war www.franceinter.fr
- ↑ Aloïse Sauvage, « Caméléon », Le 1 hebdo, 11 a viz Gouere 2018,
- ↑ 3,0 ha3,1 Julien Goncalves, « Aloïse Sauvage en interview : "Il y a de plus en plus de femmes fortes qui s'affirment" », Charts in France, 1añ a viz Meurzh 2020
- ↑ Terrafemina, « On a parlé lesbianisme, crop top et déconstruction avec Aloïse Sauvage », war www.terrafemina.com