All You Need Is Kill
| Titl | All You Need Is Kill |
|---|---|
| Labour da-heul | Edge of Tomorrow, All You Need Is Kill |
| Seurt oberenn | romant |
| Tachenn | light novel, skiant-faltazi |
| Embannadur | All You Need Is Kill |
| Aozer | Hiroshi Sakurazaka |
| Ti-embann | Super Dash Bunko, Viz Media |
| Deiziad embann | 2004 |
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Skeudennaouer | Yoshitoshi ABe |
| Lec'hienn ofisiel | http://dash.shueisha.co.jp/feature/0412.html#top |
All You Need Is Kill (Japaneg: オール・ユー・ニード・イズ・キル Hepburn: Ōru Yū Nīdo Izu Kiru) zo ur istor manga berr skiant-faltazi milourel gant Hiroshi Sakurazaka evit an istor ha Yoshitoshi ABe evit an tresadennoù.
An istor berr-se a oa kentañ gwech Sakurazaka o vont etrezek bed ar skiant-faltazi. Degemeret eo bet mat-tre gant arzourien manga all evel Yasutaka Tsutsui pe Chōhei Kanbayashi ha lakaet e kenstrivadeg ar Prizioù Seiun. Embannet e oa bet ar stumm levr gant Shueisha en un dastumadenn anvet Super Dash Bunko e miz Kerzu 2004, goude-se e voe embannet evit ar stumm Saoz gant Viz Media en o zastumadenn Haikasoru.
All You Need Is Kill a ro tro da heuliañ buhez ar soudard deskard Keiji Kiriya, ur wech marvet en emgann a-enep anevaled arallved, a vez tapet en ur c'helc'h-amzer difin a lak anezhañ da advevañ ar memes devezh c'hoazh-ha-c'hoazh betek mervel hag adkregiñ. Diazez istor ar film Edge of Tomorrow gant Tom Cruise hag Emily Blunt eo.