Alisha's Attic
Neuz
Alisha's Attic
| Deiziad krouiñ | 1996 |
|---|---|
| Deroù ar prantad labour | 1996 |
| Lec'h diazez | Londrez |
| Tachenn | sonerezh pop |
| Label sonerezh | Universal Records, Mercury Records |
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
| Deiziad divodañ | 2001 |
Alisha's Attic a oa un daouad pop saoz eus ar bloavezhioù 1990 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. An daou ezel e oa ar c'hoarezed Shelly ha Karen Poole. Brian Poole eus ar strollad "Brian Poole and The Tremeloes" eus ar bloavezhioù 1960 eo o zad. E miz Gouere 1996, Alisha's Attic a embannas o c'hanaouenn gentañ I Am, I Feel, a yeas buan d'ober berzh er radio hag er renkadoù er Rouantelezh-Unanet. Heuliet e voe e miz Gwengolo 1996 gant o fladenn gentañ Alisha Rules the World[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Paul Sexton, Terri Horak (15/03/1997). Mercury set to open up U.K.'s Alisha's Attic in U.S. Billboard. Vol. 109, no. 11. p. 15. ISSN 0006-2510.