Mont d’an endalc’had

Alisa Krylova

Eus Wikipedia
Alisa Krylova
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRusia Kemmañ
Anv-bihanAlisa Kemmañ
Anv-familhKrylova Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Mez 1982 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMirny Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Micherkazetenner, model Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://alisakrylova.com Kemmañ

Alisa Sergeevna Krylova (rusianeg: Крылова, Алиса Сергеевна, Алиса Сергеевна Крылова), ganet d'an 21 a viz Even 1982 e Mirny, e Yakoutia, zo un top model rusian, bet trec'h er c'henstrivadegoù kened Maouez Rusia 2010 ha Maouez Globe 2011.

Krylova eo kentañ bugel he familh, div c'hoar ha daou vreur he deus. Studiet he deus an "ekonomiezh hag al lezennoù" e Skol-veur ar vignoniezh etre ar pobloù Patrice Lumumba eus Rusia. Studiet he deus ivez e Skol-veur Stad servijoù Moskov, arbennikaet war "mererezh an ekonomiezh enep-gwallreuz".

D'an 28 a viz Eost 2011 e oa bet dalc'het deiz-ha-bloaz ar 15vet Mrs. Globe e Kalifornia, ha Krylova a oa bet trec'h ur wech c'hoazh.

Dimezet eo ha teir merc'h he deus : Eva, Victoria hag Agnia.

Kenstrivadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krylova a zo bet trec'h er c'henstrivadegoù kened-mañ :

  • "Maouez Rusia 2010"
  • "Maouez Globe 2011"