Aligator Amerika
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Reptilia | ||
| Urzhad : | Crocodilia | ||
| Kerentiad : | Alligatoridae | ||
| Genad : | Alligator | ||
| Anv skiantel | |||
| Alligator mississippiensis Daudin, 1801 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Aligator Amerika (Alligator mississippiensis) a zo ur stlejvil hag a vev e geunioù dour dous, lennoù ha stêrioù gevred Stadoù-Unanet Amerika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 2.5 ha 5.5 m eo o hirder, gris-gell pe du o liv ha ront o beg ledan.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re vihan en em vag diwar divellkeineged, gleskered ha pesked pa'c'h a ar re vras da chaseal evned-dour ha bronneged.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre m'emañ lec'hiet uhel o daoulagad hag o divfronell war o fenn eo al lodennoù nemeto a zeu war-wel p'emañ ar peurrest eus o c'horf en dour. Evel-se e c'hellont chom koulz lâret diwelus o c'hedal o freizh.
