Mont d’an endalc’had

Alice Coachman

Eus Wikipedia
Alice Coachman
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Bro sportStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanAlice Kemmañ
Anv-familhCoachman Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Du 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAlbany Kemmañ
Deiziad ar marv14 Gou 2014 Kemmañ
Lec'h ar marvAlbany Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcardiac arrest Kemmañ
Micherhigh jumper, athletics competitor Kemmañ
Bet war ar studi eTuskegee University, Monroe Comprehensive High School, Albany State University Kemmañ
Strollad etnekAfroamerikaned Kemmañ
SportAtleterezh Kemmañ
Diskiblezh sport pleustret er c'hevezadegoùhigh jump Kemmañ
Perzhiad eC'hoarioù Olimpek hañv 1948 Kemmañ
Prizioù resevetGeorgia Women of Achievement Kemmañ

Alice Marie Coachman, ganet d'an 9 a viz Du 1923 en Albany (Georgia) ha marvet d'ar 14 a viz Gouere 2014 er memes kêr, a oa un atletourez stadunanat, arbennikaet war al lamm a-serzh. Ar c'hentañ Afro-amerikanez o vezañ gounezet ur vedalenn aour olimpek eo. Gounit a reas ar vedalenn-se e Londrez e 1948.

Yaouankiz ha stummadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alice Coachman[1][2][3] a oa merc'h Fred hag Evelyn Coachman. Ganet e oa d'an 9 a viz Du 1923 en Albany[4] ; ar pempvet eus o zek bugel e oa-hi[5].

Abalamour da lezennoù revelour Jim Crow e pleustr e Su ar Stadoù-Unanet ne c’halle ket Alice mont d’ar staliadurioù sport klasel. Pleustriñ a reas en ur redek war gwenodennoù-douar hag en ur grouiñ he skoilhoù dezhi hec'h-unan[6].

Barrek-tre oa dreist-holl war al lamm a-serzh.

E 1939 e voe trec'h war rekord ar skolioù hag ar skolioù-meur evit lammat en uhelder, diarc'hen. E 1943 ez eas Alice Coachman d'an Tuskegee Institute evit studiañ ar gwriat.

E-pad he studioù e c'hounezas titloù broadel en 50 metr hag er 100 metr. Ouzhpenn da se e c'hounezas teir gwech kampionad ar skolioù-meur gant he skipailh basket-ball.

E 1939, d'an oad a 16 vloaz, ez eas ar maout ganti e titl kentañ kampionad ar Stadoù-Unanet en atleterezh. Goude bezañ diskouezet e varregezh war al loabr e Madison High School e profas an Tuskegee Institute ur yalc'had da Alice[7] evit reiñ an tu dezhi da heuliañ he studioù eil derez.

E 1947 e voe degemeret Coachman en Albany State College (e Albany State University) evit kenderc'hel gant he studioù. E 1949 e tapas ur vachelouriezh skol-veur war an ekonomiezh sokial ha tiegezhel[8].

Hentad sport

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne c'hellas ket Alice kemer perzh e C'hoarioù Olimpek 1940 ha 1944, rak nullet e oant bet abalamour d'an Eil Brezel-Bed. Kemer a reas perzh evit ar wech kentañ e C'hoarioù Olimpek e Londrez eta, e 1948, pa oa 24 bloaz.

E-pad ar C'hoarioù Olimpek-se e lammas 1m68 adalek hec'h esae kentañ[6]. Echuiñ a reas gant ar memes merk hag ar Vreizhveuriadez Dorothy Tyler, met Dorothy a zeuas a-benn da vont a-us an hevelep varrenn en eil taol, hag echuiñ a reas gant ur vedalenn arc'hant. Alice, hi, a dapas u vedalenn aour. Ar c'hentañ Afro-amerikanez hag ar c'hentañ plac'h du o c'hounez ur vedalenn aour er C'hoarioù Olimpek e oa[7].

An deiz a-raok e doa tapet Audrey Patterson ar vedalenn arem war 200 metr. Ar c'hentañ Afro-amerikanez hag ar vaouez du kentañ o pignat war al leurenn olimpek a oa deuet da vezañ.

E 1952 e voe Alice ar c'hentañ Afroamerikanez o kaout ur sponsor, Coca-Cola.

E-kerzh e respetad he deus gounezet pevar zitl broadel ha tregont, en o zouez dek lerc'h-ouzh-lerc'h evit lammat en uhelder. Alice Coachman zo bet personelaet e nav hall anavezet[9]. En o zouez, Panteon broadel an atleterezh (1975) ha Templ brud olimpek ar Stadoù-Unanet (2004).

E 1994 e tiazezas an diazezadur atleterezh Alice Coachman evit sikour an atletourien yaouank hag ar gevezerien olimpek kozh.

Ezel e voe Alice eus meur a aozadur meurdezus : National Track and Field hag International Women’s Sports. Dougañ a reas ar flamenn olimpek e C'hoarioù Olimpek en Atlanta e 1996.

Mervel a reas e 2014[6].

Bep nevez-amzer e vez aozet redadegoù « Alice Coachman » gant Albany, he c'hêr c'henidik.

Ur skol stadunanat a oa bet digoret d’an 23 a viz Eost 1999 gant un engouestl kreñv evit un deskadurezh a-zoare evit an holl studierien. Kefridi ar skol eo reiñ tro d’ar studierien da zeskiñ en un endro reizh, sur ha frammet en ur bouezañ war un diazez gouiziegezh solut.

  1. « Alice Coachman », war Biography
  2. « Alice Coachman | American athlete », war Encyclopedia Britannica
  3. « Alice Coachman »,war www.encyclopedia.com
  4. « Alice Coachman », war Encyclopedia of Alabama
  5. « Alice Marie Coachman (1923-2014) », war BlackPast, 8 a viz Meurzh 2009
  6. 6,0 6,1 ha6,2 « Alice Marie Coachman (1923-2014) », war BlackPast, 8 a viz Meurzh 2009 gant Laurie Delhostal, Cécile Grès (préf. Nathalie Péchalat), Championnes ! : 90 sportives exceptionnelles (ill. Louison), Paris, La Martinière, 2024, 189 p. (ISBN 9791040115786)
  7. 7,0 ha7,1 « Alice Coachman – First African American Gold Medallist », war Black History.
  8. « Alice Coachman », war New Georgia Encyclopedia.
  9. « Alice Coachman: Visionary Videos: NVLP: African American History », war www.visionaryproject.org