Mont d’an endalc’had

Alexis-François Rio

Eus Wikipedia
Alexis-François Rio
Anv ofisiel François Rio (François Alexis Rio, anv ar marilh-kêr)
Anv pluenn A.-F. Rio
Obererezh Diplomatiezh, Arzbarnerezh
Ganedigezh 20-05-1797
Porzh-Loeiz (Porz ar Frankiz er mare-se)
Marv 16-07-1874
Pariz
Yezh skrivañ galleg, brezhoneg, saozneg
Luskad lennegel L’Université catholique
Enorioù Marc’heg al Lejion a-enor
Oberennoù pennañ
De l’Art chrétien, La Petite chouannerie ou histoire d'un collège breton sous l’Empire


Alexis-François Rio pe François Rio, ganet d'an 20 a viz Mae 1797, e Porzh-Loeiz, (Porzh ar Frankiz d'ar mare-se)[1] ha marvet d'an 16 a viz Gouere 1874, e Pariz, a oa ur c'helenner war an istor, ur gwazour diplomatek evit ar gouarnamant gall, un enklaskour ofisiel war an oberennoù-arz hag ur skrivagner war an arz, an arz awenet gant ar relijion gatolik dreist-holl. P'en deus harpet Teodor Kervarker evit sevel liammoù gant al lenneien gembraek e 1838, e kemeras perzh e lañs an darempredoù etrekeltiek. En ur veajiñ e Kornogeuropa e c’hellas mont e darempred gant pennoù bras an arz, ar politikerezh hag ar sevenadur. Gouiziek-tre ha liesyezhek e oa pa gomze ha skrive [[gal]leg]], italianeg, kembraeg, [[saozneg] ha brezhoneg, an eil yezh implijet gantañ en e vugaleaj. Sinañ a rae e levrioù Alexis-François Rio pe A.- F. Rio, met François Rio e veze graet anezhañ gant e gempredidi.

Familh, studioù ha labour diplomatek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e voe da vMarc Rio, marc’hadour hag ofisour-kêr en Arzh]] ha da vMarie-Anne Drean, ganet en enezenn-se. Goude marv e dad e 1803 ez eas da chom da di e vamm-gozh gant e vamm. Pa voe 7 vloaz e voe kaset da studiañ e Skolaj Gwened gant skoazell arc’hant digant beleien ar familh. E 1815 e kemeras perzh e emgann Muzilheg da vare ar Chouanerezh vihan hag e voe degemeret el Lejion a-enor e 1819, oajet a 18 vloaz hanter nemetken. E 1816 e voe anvet da gelenner er skolaj ma oa o paouez tremen e vachelouriezh hag ez eas da anneziñ en Arzh e-pad ar vakañsoù, o tennañ plijadur diouzh komzoù ur c’habiten bet prizoniad e Bro-Saoz bloavezhioù-pad. Diouzh-se e voe sachet war-zu ar saozneg hag al lennegezh saoznek. Mont a reas da Bariz hag e voe degemeret evit bezañ agregad war an Istor. Kelenn a reas e Turgn hag e Douai, a-raok bezañ anvet el Skolaj Loeiz-Veur e Pariz. Eno e kavas tu da zaremprediñ politikourien ha skrivagnerien anavezet-mat evel François René de Chateaubriand, Félicité de Lammennais ha, dreist-holl, Charles de Montalembert a voe mignon dezhañ e vuhez-pad. Pouezusoc’h e voe e vignonaj gant Auguste Ferron, kont ar Ferronays,a voe ministr an Aferioù estren e-kichen [[Charlez X, ha, da c’houde, kannadour ar gouarnamant gall e Stadoù ar Pab e Roma adalek 1828, ken e kemeras François Rio evel sekretour eno. Kaset e voe ouzhpenn gant ur gefridienn arbennik da München e-pad pemp miz hag e tarempredas prederourien gatolik eno,Friedrich Schelling en o zouez.
Goude Dispac’h 1830 e nac’has ober al le d’ar roue nevez, Loeiz-Fulup Iañ, hag e rankas dilezel e garg kelenner e lise Loeiz ar Meur, tapet gantañ adal 1822.

Dizoloadur an arz kristen e Ilalia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur fromadenn vras a savas ennañ diwar an oberennoù arz a c’hellas sellout outo en ur veajiñ e Bro-Italia e 1830, ken e kavas e hent evel istoroural livourien italian gentidik (Cimabue, Fra Angelico, Piero della Francesca, Giotto, Masaccio,…) ha re an Azginivelezh renet gant arzourien eus ar c’hentañ troc’h evel Botticelli, Leonardo da Vinci, Michelangelo, Rafaello, Tiziano, Caravaggio ha bagad diniver o c’henvreudeur. Gant meizad santidigezh an arzour romantel e klaskas ober an diforc’h etre pouez ar relijion kristen ha pouez ar barregezhioù, termenet evel ar « poésie »[2] a lakaent da dalvezout.
Dre forzh beajiñ ha chom e meur a vro europat e c’hellas mont da welout an oberennoù war o lec’hioù hag e tennas frouezh eus an degouezhioù-se evit sevel e embannidigezhioù arzbarnerezh.

Kentañ chomadur e Bro-Gembre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1832 ez eas da studiañ ar c’hembraeg e Bro-Gembre evel ma oa bet kuzuliet dezhañ gant Frances Waddington, gwreg ar baron Christian von Bunsen, kannadour ar Pruss e Roma, hag houmañ, ur Gembreadez anezhi, a blije dezhi kanañ sonioù he bro en he saloñs evel ma rae François Rio ivez. Lojet e voe e kastell Llanover ma oa o chom Lady Julia Waddington, mamm Frances hag Augusta, he merc'h all, di. Yezh ha hengounioù Bro-Gembre a veze herouezhet gant an holl dudjentiled-se, pinvidik a-walc’h, ken e strivent evit deskiñ ar c’hembraeg ha skoazellañ ar varzhed hag al lenneien a blede ganti.
Tud kastell Llanover a zaremprede an tiegezh katolik kar dezho o chom e-barzh kastell Llanarth, un daouzennad kilometrad ac’hann ha diouzh-se e reas anaoudegezh François Rio gant Appolonia (pe Apollonia) Jones, merc’h an ti, hag e krogjont gant kaout karantez eil ouzh eben. Koulskoude ne voe ket diouzh grad ar gerent ur seurt a unaniezh, pa ne oa ket François Rio, na denjentil, na danvez bras dezhañ. E-doug 1833 e tistroas da Vro-C’hall, met e voe kaset ul lizher dezhañ ha ganti e voe kemennet ma voa asantet an dimeziñ gant tud Appolonia. Da vare Nedeleg e treuzas Mor Breizh adarre evit ma vije lidet an eured relijiel e Llanarth hag e voe lidet an dimez ofisiel e Pariz, d’ar 5vet a viz C’hwevrer 1834. E-barzh Pariz e staljont o annez (straed Oudinot) goude ur hir a veaj-eured e Europa.
Div verc’h e c’hanjont diwar o unaniezh, Elise Mary ha Mary Ann. Dimeziñ a reont-int gant izili an noblañs vreizhveuriat.

Chomadurioù e Bro-Gembre hag e Bro-Saoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 22 a viz Genver 1834 e kemeras perzh da vodadeg Cymderthas Cymreidiggion y Fenni (Kevredigezh lennegel Y Fenni) e oa bet lakaet ar gaoz war an Eisteddfod da vezañ aozet e fall-amzer 1838. A-hont e vignonas gant Thomas Price, ur pastor gouiziek ha ul lenneg kembraek a-bouez-bras, ken e savas en o speredoù kouviañ Brezhoned lennek da gemer perzh e lidoù an Eisteddfod da zont.
Chomadennoù hir a reas e Breiz-Veur e-doug 3 bloaz, ken e tarempredas gant meur a benn uhel, evel Thomas Carlyle, Daniel O’Connell, Benjamin Disraeli, Arthur Wellesley (dug Wellington), John Gladstone hag e vab, William Gladstone, ha pelloc’h, Louis Napoléon Bonaparte aet da Londrez en harlu. Heñchet gant Richard Monkton Milnes, kannad ha barzh anezhañ, e tarempredas gant Luskad Oxford hag e toullas kaoz war ar gatoligiezh hag an arz kristen ganto. E vennozhioù war an arzoù a c’hellas bezañ bet a-bouez pa voe savet luskad ar rakrafaelouriezh goude un nebeud bloavezhioù. E 1842 e sammas e arselladennoù e-barzh ur hir a bennad, ‘’L’Angleterre et le catholiscisme’’.

Kejadenn vras etre Brezhoned ha Kembreiz e 1838

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da Gembre e teuas en-dro e miz Here 1838 evit degemer ar gefridiezh ofisiel kaset gant ar gouarnamant gall ha fiziet da dTeodor Kervarker[3] hag un nebeud tud vrezhon desket, tudjentiled evit an darn brasañ. Lakaet e voe ar re-se da varzhed gant Goursez Kembre, oc’h aozañ an Eisteddfod.
Eñ en doa bet lakaet da brezidant an Eisteddfod hag e reas ur brezegenn-zigor e saozneg e ti-kêr Y Fenni. Gant Alphonse de Lamartine, pa oa hemañ diwezhañ bet dimezet gant ur Gembreadez ivez, e oa bet kaset ur varzhoneg da vezañ lennet gant Louis de Jacquelot du Boisrouvray evit dougen yec’hedoù da geñver ar banvez ofisiel. Enni e kinnigas Lamartine skeudenn ur [[kleze|c’hleze], arouez an daou vro bredenek unanet gwezhall gozh, hag a oa bet torret, rannet hag aet war pep a ribl. Dre-se e voe ijinet al lid sevenet gant drouized Goursez Breizh e-tro an XXvet kantved, pa adlakajont div lodenn ar c’hleze-lid asamblez, e pep Goursez Digor.

 Quand ils se rencontraient sur la vague ou la grève,
En souvenir vivant d’un antique départ,
Nos pères se montraient les deux moitiés d’un glaive
Dont chacun d’eux gardait la symbolique part…

Pa ‘z ae en arbenn war vor pe war an aod hon tadoù,
Evit degas soñj ar rannidigezh gozh
E tiskouezent d’an eil daou hanterenn ur c’hleze,
Miret da vezañ lodennoù arouezel gant pep anezho…

Da Alexis François Rio, prezidant an Eisteddfod, e voe kefridienn dougen ar yec’hedoù diwezhañ evel hag e klozas gant : « Nann, Nann, n’eo ket marv ar Roue Arzhur !» a lakeas an holl da stlakañ o dornioù[4]. Hervez Louis Gougaud, diwar ur veneg e deizlevr Rio, hemañ a gendalc’has ambroug Teodor Kervarker, p’o deus bet tu adkejañ e Londrez evit debriñ asamblez[5] Da dThomas Price e lezas kounioù dibar kontet en ul levr savet e enor e dad gant e verc’h :

(e dibenn buhez T. Price) bewech ma veze anv eus Rio ez ae e lagad da lugerniñ ha bewezh e tibune war un ton kerzek o mousc’hoarziñ : « Ah ! Riew, pebezh ijin dreistordinal a oa d’an den-se ! ». Ur wezh e kemeras ur bluenn hag e tresas ul luc’hedenn gammigellek o tisplegañ : « Setu Rio, un daredenn luc’hed » .

Eil levrenn « The literary remains » gant Thomas Price, Llandowery.

Kaset gant ar Stad gall evit ober enklaskoù e mirdioù Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Dispac’h 1848 e voe skarzhet eus e bost e Ministrerezh an Aferioù estren, met e voe roet kefridiezhoù diplomatek dezhañ a-drugarez d’e vignoned, Adolphe Thiers ha Charles de Montalembert, ken ez eas da Francfürt e 1849, da bPruss e 1852, da Alamagn ha da Italia e 1854.[6] Desachet en doa evezh an impalaer, Napoleon III, ken e voe degemeret e raktres mont e broioù bras Europa evit sevel rolloù al livadennoù da vezañ eilet pelloc’h evit pinvidigezhañ Mirdi al Louvre. Fiziet e voe dezhañ ouzhpenn kefridioù dibar an impalaer, da gentañ e 1854, dezhañ da vont da Bologna evit pourchas dastumadenn oberennoù arzel ar briñsez Elisa Baciocchi.
E 1864 e resevas yalc’hadoù digant Tiegezh an Impalaer war digarez prenañ oberennoù-arz ha digant Ministrerezh an Arzoù-kaer evit sevel rolloù taolennoù hag eñ da vont da vMadrid. E 1865 ha 1866 e resevas yalc’hadoù digant an hevelep melestradurezhioù evit mont da Alamagn ha da Italia.
Koulskoude, ne ouezer ket ma ne voe ket kuzhet palioù gwir e gefridiezhioù a c’hellfe bezañ bet liammet gant ar spierezh.[7].

Gwalleurioù an oad gour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E bloazh 1842, e Bologna, hag eñ e oa 45, e tapas ur seizi diwar e vell al livenn-gein, met, ur wezh gwellaet e yec’hed, e talc’has mont da veajiñ e Europa a-bezh en-dro, ha pa voe ret dezhañ bale gant harp div vranell, ha skoazell e wreg. Ne voe ket mui gouest pignat an diri hep bezañ harpet gant un den all ha pa ne voe ket evit ober baleadennoù hir war droad, e tlee ober gant ur c’harr pe ur marc’h. [8].
Eus an diskuizh ret e tennas frouezh en eur adober ha ledanañ kalz e labourioù war istor an arz e Europa, ken e embannas « ‘’De l’Art chrétien’’ » e pevar levr tev hag div levrenn titlet ‘’Épilogue à l’Art chrétien’’, e emvuhezskrid enno war ar marc’had.
E 1862 e kollas e verc’h henañ, Elise Mary, ha hi dimezet gant ur c’hont iwerzhonat ha ne oa-hi nemet 27.
E bloavezhioù diwezhañ e tigreskas e zanvezioù pa voe izellaet e c’hopr gant Ministrerezh an Aferioù estren, ken e voe ret dezhañ gwerzhañ teir daolenn livet gant arzourien italiat a live uhel. Dre chañs e kavas un denjentil saoz a ginnigas o peañ diouzhtu, met hep kemer anezho keit ma chome bev François Rio[9].

Penn a-raok luskad ar c’hilstourm katolik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1835 e kaver anezhañ e-touez diazezerien ar gelaouenn, ‘’L’Université catholique’’, savet evel gwetrin al luskad politikel a venne sevel ur skol-veur katolik. Enni ec’h embannas kentelioù war an arz. El luskad katolik e tarempredas gant Charles de Montalembert, Felisite de la Mennais (keit ma voe hemañ akord gant an Iliz gatolik), Félix Dupanloup, Louis Veuillot, ha Frédéric Ozanam a voe kouviet da vont da vakansiñ asamblez gantañ e Enizenac’h.
Gant luskad katolik Bro-Saoz e skoulmas liammoù strizh, pa oa dimezet gant un vaouez nobl gatolik eus ar vro hag e c’hellas sevel istor ar gatoligiezh eno.
Embann a reas ul levr tev a-walc’h diwar benn [[William Shakespeare]|Gwilherm Shakespeare]] evit degas prouennoù ma oa an dramaour ur gatolik.
Chom a reas heklevioù eus e engouestl relijiel kreñv pa teuas er-maezh e tro an XXvet kantved ur heuliadenn bukhezskridoù war ar feizhourien c’hall brudet (« Portraits de croyants du XIXe siècle » gant Léon Lefébure). Ar manac’h beneat ha brezhon, Louis Gougaud a savas daou pennad diwar e benn er gelaouenn, Annales de Bretagne e 1912 ha 1913. E 1935 ez eus bet soutenet un dezenn diwar e vennozhioù relijiel gant ur seurez fransiskan amerikan.

Troet e oberenn war-dro an arzoù italiat ar Grennamzer hag an Azginivelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet gant mennozioù Friedrich von Schelling war an derc’helouriezh drehontel (enebet da realouriezh arzoù an Henamzer) e lakaas embann ul levr e 1836 ma talc’he da sevel un daolenn eus an arzoù plastek italian gwelet evel patrom dibar an arz kristen. Ne reas ket berzh « De la poésie chrétienne » e Pariz, pa voe degemeret mat gant e geneiled breizhveuriat[10].
Goude bezañ bet troet e spered war istor ar gatoligiezh e Breizh-Veur e tistroas d’an arzourien italian raokazginivelek hag an Azginivelezh hag e teuas a-benn resev kefridioù paeet gant Ministrerezh an Deskamant publik a lakaas anezhañ da renabliñ an oberennoù livet a c’hellfe bezañ kinniget evel skouerioù da vezañ kopiet gant danvez-livourien.

Diouzh e vennozh pennañ e kevrinelezh an arzour e teu e varregezh arzel ha n’emañ ket en e berzh-mat arzel… ul levr a deoliezh muioc’h eget ul levr arz, hag e vroudas istorourien hag arzvarnourien kaout deur ouzh for an arzoù ar frañseziz hag an Trecento…

. Dictionnary of Art Historians.

E 1857 ec’h embannas eil levrenn arzhbarnerezh gant un titl resisoc’h, De l’Art chrétien ha bloaz goude e lakaas adembann al levrenn gentañ, ‘’De la poésie chrétienne’’ kresket hag hizivaet. Pelloc’h e ouzhpennas div levrenn a-fur ma ledanaas e enklaskoù e Europa betek arz broioù katolik all evel Spagn.
Berzh a reas e oberennoù nevez, met ne c’hounezas ket enorioù ha prizioù, na kargoù padus kennebeut.
E maezh an arzbarnerezh e pledas gant an istor, pa savas ul levr war pezh kemeret gant skolajidi Gwened, hag eñ en o fenn, e emgannoù ar Chouanerezh vihan. Daou levr all e-ser istor Bro-Saoz e savas.

Barnadennoù ar goudeelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tapout brud bras a reas 'François Rio en e amzer, en e amzer nemetken ha ne gaver ket kalz a arroudennoù eus e vennozhioù e testennoù pennañ war istor an arzoù, ma ne vije ket geriadurioù arbennik pe istorourien troet war zu levezon ar relijionoù en arzoù.
Pa lenner e emvuhezskrid, Épilogue à l’Art chrétien, embannet un nebeut mizioù a-raok e varv, e c’heller pegen eo bet re hir ha re droidellek e displegadennoù, koulz war emdroadur e vennozhioù ha war e darempredoù gant an dud. Ha pa ‘z eus kaoz eus priziañ e degasadennoù da istor an arzoù e dap rebechoù war e hentenn.

Pa ne ra ket gant un hentenn pe gant an arzvarnouriezh e kav gwelloc’h livouriezh ar Patrom:XVedkantved ken e dispak barnadennoù dianaoudek ha direizh a-wezhoù e-ser oberennoù arz deuet war wel pelloc’h, met, en despezh pe a-drugarez d’e untuegezh, e kemeras un perzh bras e distro an doujañs evit arzoù ar Grennamzer bet ankouet ha disprizet beteg henn.[11].

Ha diwar sell an hini en deus savet pennad an Dictionary of Art Historians :

Pouezus eo ‘’De l’art chétien. De la poésie chétienne’’ e-ser istor an arzoù pa roas, abred a-walc’h, ur sav-boent kenduek gant livouriezh kentidik er Grennamzer, koulz ha denesadur istorel an arzoù italian. Resevet mat e voe diouzhtu e Bro-Saoz… ha (pa) ne voe ket degemeret dibriziadur an arz bizantat.

. Pelloc’h eo meneget levezon bras François Rio war John Ruskin hag Alessandro Manzoni.

Puilh e oa deskamant, darempredoù hag anouedegezhioù François Rio ken e lakaas diaes e gempredidi koulz hag ar re goude pa bledas gant ar politikerezh etrebroadel e lodenn gentañ e vuhez, a-raok mont da brederour katolik betek re war an arzoù plastek, ha da kefridiad ez-ofisiel evit kuzuliañ ar ministrerezh war virdioù an arzoù-ker. E Bro-Chall ne gaver ket mui e anv e-barzh studiadennoù war al livouriezh ken dic’hizet e seblant e vennozhioù pennañ, an ideologiezh gatolik o pouezañ re warno. E pennad an Dictionnary of Art Historians (Duke University, 2018) ez eus bet pouezet war an graet gant François Rio, pan deus savet un denesadur istor arzh Italian ar Grennamzer hag islinennet ar gostez speredel ha kevrinel en ur izellañ pouez an teknik. Gwelloc’h e kave dezhañ lakaat war wel arzourien italiat a-raok an Adc’hanidigezh eget ar re a gave-eñ re glasel evel Botticelli pe Rafaello en e oad gour. Kreñvoc’h e voe e levezon e Breizh-Veur pa reas un harp da John Ruskin hag ar akrafaelidi. Koulskoude an tu relijiel a ya da c’holoiñ re an tu istorel, ken e ya da zispriziañ arzh Bizantion diwar e sell war ar skism.

Liammet gant Breizh hed-buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar ar studiadenn savet gant Louis Gougaud e 1913 e weler pegen troet e oa war-zu e vro genidik, pa gare da François Rio, kazi pep bloaz, mont da chom e ti ar familh e Enez Arzh ma adkave e vamm pa oa bev c’hoazh, hag e vreur, Jozef, ur beleg anezhañ, hag e vourre komz brezhoneg gant an enezidi.
Fier ruz e oa eus e yaouankiz, pa oa bet, goude ma voe lazhet ar c’habiten, e penn skolajidi Gwened o vezañ trec’h war an arme a-vicher, ken e savas un hir a danevell istorel warni.
A-hed e vuhez e viras liammoù mignoniezh gant e gendiskibien en doa darempredet e Skolaj Gwened, en o zouez an Doktor Jean-Marie Duc, un Oriantad anezhañ, a gavas gwelloc’h bevañ diwar e leveoù e Kerglov, pell eus ar c’herioù. Skrivas a reas dezhañ : « Meur a wezh em eus komzet gant ma familh ha ma mignoned eus al levezon ho peus bet warnon ».[12]. Eskemmoù prederouriezhel don a veze etrezo. Deskiñ a reas priziañ ar sonerezh gantañ ivez.
Pa skrivas d’he mamm ar varonez Frances von Bunsen evit ma vo pedet e vignon mont da Llanover e teskrivas François Rio evel-se :

Ur Gall! ha nompas ur Gall ordinal. Aotrou Rio eo, a orin eus Gwened e Breizh, ha gwelet e oa bet kalz ganeomp er goañv paseet. Tenn a ra gloar eus bezañ ur Vrezhon, hag eus ar fed ne oa nemet ar brezhoneg gantañ a-hed e vugaleaj, met o vezañ ma n’eo ket bet miret (ar yezh-se) gant kement a evezh hag ar c’hembraeg e Kembre, e kav dezhañ mat dont da Vreizh-Veur e sell pennañ studiañ e yezh c’henidik en e vammenn.[13]

Ma varvas en e di, straed Oudinot, e Pariz, oadet 77, e voe interet e bered an Arzh e-lec’h ma weler « Auteur de De l’Art chrétien », enskrivet war e vez.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1826
  • Essai sur l'histoire de l'esprit humain dans l'Antiquité, Hachette / Mesnier, XI-397, 428 p. Adembannet e 1830.
1835
  • De la poésie chrétienne dans son principe, dans sa matière et dans ses formes. Forme de l’art, Débécourt / Hachette.
1842
  • La Petite chouannerie ou histoire d'un collège breton sous l’Empire, Olivier Fulgence, 398 p. Adembannadur (krennet da 249 p.) gant ar Société bibliographique de France e 1881.
1851

« L’Angleterre et le catholicisme ». E-barzh Le Correspondant, 32 p.

1855

De l’art chrétien, Pariz, Ambroise Bray, 475 p.

  • Léonard de Vinci et son école, Ambroise Bray, 366 p.
1856
  • Les Quatre martyrs, Pariz, Ambroise Bray, 339 p.*

(it)Leonardo Da Vinci e la sua scola, troet diwar ar galleg gant F. Rico, Milano, Presso Z.Brasca, 204 p. Adembannet e Milano e 1857 gant Francesco Sanvito.

1857
1861-1867
  • De l’art chrétien, (4 levrenn), Hachette, 462 p., 554 p., 475 p., 561 p. Embannadur nevez, kempennet ha kresket e embannadenn Bray & Rétaux e 1874.
1862
  • Les Quatre martyrs, 3de embannadur, Pariz, Douniol, 280 p.
1864
  • (fr)Shakespeare, Pariz, Ch. Douniol.
  • (de)Shakespeare, troet gant Karl Zell, Freiburg-im-Breisgau, Herder, 218 p.
1867
  • Michel-Ange et Raphaël, avec un Supplément sur la décadence de l'école romaine, Pariz, Hachette, 268 p.
1870
  • Épilogue à l’Art chrétien, 2 levrenn, Freiburg-im-Breisgau, Herder, 400 + 476 p. Adembannet gant Hachette e 1872 ha gant Rétaux et fils e 1892

Rome dans sa grandeur, 3 levrenn, Pariz, Charpentier. & fils

1873
  • L’idéal antique et l’art chrétien, Pariz, Firmin Didot
1874
  • Vasari, Société de Saint-Jean pour l'encouragement de l'art chrétien, 15 p.


[Restr:Square_François-Alexis_Rio,_Rennes,_2022.jpg Plakenn-straed e Roazhon]

  • Marc’heg al Lejion a-enor, 1816
  • Delwenn, straed ar Gourailh, e kreiz vourc’h Enizenac’h

Plakenn enor en iliz Enizenac'h.

  • Daou straed nes, e Kêr-Roazhon, ar Skwar Alexis-François Rio o-daou

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Akta niv. 88, 2 a viz Prairial, Bloaz V ar Republik. Ganet derc’hent-dec’h. Ma lenner François Alexis war ar marilh-kêr e weler Alexis-François enskrivet war e vez
  2. Ar verb gresianeg poeiin a zo tost e ster da hini ar fardañ.
  3. Pal ar gefrifiezh : studiañ lennegezh gozh gembraek hag eilañ dornskridoù kozh.
  4. Kontet gant C. de Jacquelot du Boisrouvray, ‘’Le Fureteur breton’’, niv. 45, 1913.
  5. Deiziad : 13 a viz C'hwevrer 18939. Notenn 10 e diwezh « À propos d’une lettre de Brizeux à Alexis-François Rio ». E-barzh Annales de Bretagne, 1912 28-2 pp. 203-207
  6. Roll ar c’hefridioù ofisiel fiziet dezhañ a c’hell bezañ kavet e diwezh ar pennad diwar e benn savet evit an INHA. Sellit ouzh an levrlennadurezh.
  7. E 1863 e voe urzhiet dezhañ gant ar gouarnamant sevel un danevell diwar-benn endalc’h politikel ar c’hazetennoù alamanek.
  8. Lizher meneget e studiadenn Louis Gougaud, 1913.
  9. Kontet gant Marguerite-Marie d’Henriaur. Digarez ar prener : n’en doa ket lakaet e gastell da sevel c’hoazh.
  10. "Rio, Alexis-François." Dictionary of Art Historians (website). https://arthistorians.info/rioa/.
  11. Charles Hebermann, pennad ‘’Alexis-François Rio’’. E-barzh ‘’Catholic Encyclopedia’’, 1913 : « Without any strict method or criticism, he expresses preference for the art of the fifteenth century, not without many an inexact and even unjust judgment on the art of later ages; but, in spite, or rather on account of this partiality, he has contributed greatly towards restoring to honour the forgotten and despised art of the Middle Ages. »
  12. Lizher deiziataet 2 a viz Kerzu 1866, meneget gant Louis Gougaud.
  13. …a Frenchman! and no common Frenchman. It is Mr Rio, of Vannes, in Bretagne whom we have seen much of this winter. He glories In being a Breton, in having spoken all the years of his childhood exclusively the breton language, but as this is preserved in Bretagne with less much perfection than the Welsch in Wales, he makes it the principal object of a journey to Great-Britan to study his native language at its source.