Alexandre Lacazette

Eus Wikipedia
Alexandre Lacazette, luc'hskeudennet da-geñver ur c'hrogad e Brest d'an 3 a viz Meurzh 2013.

Alexandre Lacazette, ganet d'an 28 a viz Mae 1991 e Lyon (Rhône, Bro-C'hall), zo ur c'hoarier mell-droad etrebroadel, 1m75 ha 73 kg dezhañ, hag a c'hoari evel argader en skipailh Lyon evit c'hoazh. Niverenn 10 eo. A-orin eus Gwadeloup eo. Kroget en deus Lacazette da c'hoari en "Élan Club Sportif Lyon 8" en 8vet ranngêr Lyon, e karter Mermoz a-raok mont da greizenn-stummañ an Olympique lyonnais (OL) er bloavezh 2006.

Olympique lyonnais (abaoe 2010)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer perzh a reas en e gentañ krogad Ligue 1 d'ar 5 a viz Mae 2010 ouzh skipailh A.J. Auxerre.

Nebeut amzer war-lerc'h, d'an 3 a viz Even 2010, e sinas e gevrat kentañ evel c'hoarier a-vicher, gant an OL. E bal kentañ e Ligue 1 a lakaas d'an 30 a viz Here 2010 e-kerzh ur c'hrogad a-enep da Sochaux. Gwelet e voe e Kib ar gampioned evit ar wech kentañ d'an 2 a viz Du 2010 er c'hrogad a-enep da Venfica Lisboa ma reas div roadenn evit ar pal, daoust ma kollas e skipailh (3-4). E bal kentañ er gib-se a zeuas er 6vet devezh, d'ar 7 a viz Kerzu 2010 a-enep da skipailh Tel-Aviv. Talvezout a reas kement ha rampoiñ (2-2). Ur bloavezh a-bouez-bras e voe evitañ : nebeut a grogadoù a c'hoarias e 2010-2011 met c'hoari a reas koulz er c'hampionad hag e kib ar gampioned ha dreist-holl e voe galvet da c'hoari e kib mell-droad ar bed ar re dindan 20 vloaz, e Kolombia.

Stadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu e stadegoùː

Bloavezh Skipailh Kampionad Kampionad

broadel

Kip al lig Supergib Kampionad(où)

kevandirel

Bro-C'hall Hollad
Rann K P Kp K P Kp K P Kp K P Kp K P Kp K P Kp K P Kp
2009-2010
2010-2011
2011-2012
2012-2013
2013-2014
2014-2015
2015-2016

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]