Mont d’an endalc’had

Alexander John Forsyth

Eus Wikipedia
Alexander John Forsyth (war-dro 1820).

Alexander John Forsyth, bet ganet d'an 28 a viz Kerzu 1768 e Belhelvie (Aberdeenshire, Skos) ha marvet d'an 11 a viz Even 1843 er memes kêriadenn, a oa ur ministr en Iliz Skos. Ijinañ a reas an emorsoù kentañ hep poultr evit an armoù-tan e deroù an XIXvet kantved.

Alexander John Forsyth a oa mab d'ur ministr eus Iliz Skos. Un diplom a dapas e King's College Aberdeen e 1786[1]. E 1790 e varvas an tad, ha divizout a reas Alexander kemer e blas evel ministr parrez Belhelvie adalek 1791[2]. Ur chaseour e oa, ha plijout a rae dezhañ arnodiñ ar gimiezh hag ar mekanikerezh en e amzer vak. Dipitet e oa gant platinennoù-kailhastr armoù-chase e vare : o emors poultr du ne lakae ket ar poultr e diabarzh ar c'hanol da darzhañ atav. Trouz, fulennoù ha moged ar wikefre a zesache evezh al loened a-raok ma vije tennet ar boledoù ivez.

E 1805 e ijinas ur sistem emorsiñ nevez : ur voestig dir hag a droe e kulasenn an arm, en ur lezel enni un tamm fulminat merkur Hg(CNO2). Tarzhañ a rae an danvez pa veze skoet gant morzhol an arm, ha lakaat a rae ar gargad poultr du nes da darzhañ war-lerc'h. Mont a reas da Londrez da ziskouez e ijinadenn. Ar Master-General of the Ordnance[3] a roas ul lec'h-labour da Forsyth e Tour Londrez, hag e 1807 e vreouas an ijinour ur wikefre evit azasaat e reizhiad emorsiñ ouzh armoù hiniennel ar mare[2].

Dañjerus e oa ijinadenn Forsyth, pa c'halle ar c'hementad bras a fulminat enbarzhet er wikefre tarzhañ prim ha gloazañ an tenner[1]. Ar Master-General of the Ordnance nevez anvet e 1807 a zilezas Forsyth, a gasas ar bloavezhioù war-lerc'h o werzhañ armoù-chase savet gantañ. Prosezioù e-leizh a reas da ijinourien all hag a glaske gwellaat pe eilañ e ijinadenn, a oa breouet betek 1821[2].

E 1822 e voe ijinet kapsulennoù bihan da enbarzhiñ ar fulminat merkur gant ar Saoz Joshua Shaw (17761860). Suroc'h e oa ar sistem-se. Hini Forsyth a voe dilezet, met digoret en doa klaz d'ar c'hartouchennoù modern memestra[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 3 (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2-03-597965-0, p. 80-81
  2. 1 2 3 (en) Alexander John Forsyth, Encyclopaedia Britannica (lennet d'ar 05/11/2025)
  3. Ofiser uhel ha mestr meur ar pourveziañ er British Army.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan