Alex Zülle

Eus Wikipedia

Alex Zülle zo ur reder marc'h-houarn, eus Suis, ganet d'ar 5 a viz Gouere 1968 e Wil, e kanton Sankt Gallen, reder arbennik eus 1991 betek 2004. Redet neus gant skipailhoù italian.

Anavezet eo da vezañ gwellañ ruilher hag arbennigour ar redadegoù dre brantad. Gounezet en deus div wech Tro bro Spagn, hag echuet eo div wech en eil plas, en Tro Bro-C'hall. Aet oa ar maout gantañ er c'hampionad bedel ar c'hontr la montr « redadeg dinadan amzer » e 1996. Argaset voe eus Tro Bro-C'hall e 1998, anzav a rankas bezañ bet drammet, barzh an afer Festina. E 1996 e kuitaas ar skipailh ONCE evit mont gant hini Festina. E 1998 e voe sturier ar skipailh, e-kerz tro Italia, voe e penn ar renkadur, kent echuiñ da 14 vet. E-pad Tro Bro-C'hall e voe kavet dramach e-barzh karr-tan ar skipailh Festina. E-pad ar guarde a vue ez anzavas bout bet tapet dramm, pezh a ehanas anezhañ e-pad 7 miz. Distreiñ a reas, neoazh e Tro Bro-C'hall e 1999 gant ar skipailh Banesto, ma echuas da eilvet plas. Da c'houde ne voe ket dreistordinal e disoc'hoù.