Aldo Uberti

Ar Fabbrica d'Armi Aldo Uberti S.p.A., anvet Uberti peurliesañ, zo un embregerezh italian arbennikaet war kopiennoù armoù stadunanat eus eil hanterenn an XIXvet kantved. Diazezet eo e Gardone Val Trompia (Lombardia), un takad ennañ embregerezhioù armoù-tan all evel Beretta.
Krouet e voe an embregerezh e 1959 gant Aldo Uberti, un armeurer hag a dennas splet eus kantveder brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865) : d'ar poent-se e kreskas kalz ar goulenn war armoù ar mare-se, met diaes e oa kavout skouerennoù orin, hag a yae en-dro ivez[1]. Evel Pedersoli e stagas Uberti da broduiñ armoù kozh : kregiñ a reas gant revolverioù Colt 1851 Navy. Berzh a rejont, ha broudañ a reas Uberti da vont pelloc'h en ur adsevel armoù all eus ar mare. Giz ar filmoù western spaghetti er bloavezhioù 1960 a grouas ezhommoù ouzhpenn evit armoù oberiant.
Hiziv an deiz e produ Uberti revolverioù (Remington Model 1858, Colt Army Model 1860, Smith & Wesson Model 3...) ha karabinennoù (Springfield Trapdoor, Winchester Model 1894) bet ijinet etre ar bloavezhioù 1850 ha 1890[2]. Ouzhpenn bezañ implijet e filmoù e vezont prenet gant dastumerien ha gant tennerien Cowboy Action Shooting. Perzh eo Uberti eus ar strollad Beretta Holding abaoe 2000[1].
Skouerioù kopiennoù produet gant Uberti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)(it) Lec'hienn ofisiel
- (en) Uberti USA
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) A. Uberti war lec'hienn ar Beretta Holding (lennet d'ar 04/01/2025)
- ↑ (en) Lec'hienn Uberti USA (lennet d'ar 04/01/2025)