Aldus Manutius

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aldo Manuzio)
Aldus Pius Manutius

Aldus Pius Manutius (1449/1450 – 6 a viz C'hwevrer 1515), a oa anv latinekaet Teobaldo Mannucci, anvet ivez a-wechoù Aldus Manutius kozh (Aldo Manuzio il Vecchio)[1], abalamour d'e vab-bihan Aldus Manutius yaouank, a oa ul lenneg italian eus an Azginivelezh italian a zeuas da vout mouler, embanner hag a savas an Aldine e Venezia.

Eñ an hini a ijinas ar pik-skej (;), al lizherennoù stouet, al levrioù bihan izelbriz.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Sermoneta pe Bassiano, e Stadoù ar Pab, ur 100 km er c'hreisteiz da Roma, da vare an Azginivelezh italian. Pinvidik e oa e dud ha skoliet e voe evel ul lenneg. Kaset e voe da studiañ latin da Roma gant Gasparino da Verona, ha gregach da Ferrara gant Guarino da Verona. E 1482 ez eas da chom da Mirandola gant e gamarad kozh Giovanni Pico della Mirandola, ul lenneg pinvidik-mor. Eno e chomas daou vloaz da studiañ al lennegezh c'hresianek.

A-raok da b-Pico mont da Firenze e kavas d'e vignon Manutius ul labour a gelenner d'e nized Alberto ha Lionello Pio, priñsed Carpi. Alberto Pio a arc'hantas Manutius evit sevel e stal-voulañ hag a roas douaroù dezhañ e Carpi. Dont a reas da vout kelenner e tiegezhioù duged italian an amzer.

Intrudu an embanner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embann oberennoù klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mennet e oa Manutius da herzel ouzh al lennegezh kozh da vont da get dre voulañ ar pennoberennoù e gregach ha latin.

Aristoteles, moulet gant Aldus Manutius, 1495-98 (Libreria antiquaria Pregliasco, Torino)

Progetto Manuzio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret eo bet anv Manutius evit ar Progetto Manuzio, ur raktres italian kar d'ar Project Gutenberg.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lowry, Martin J.C. (1979). The World of Aldus Manutius: Business and Scholarship in Renaissance Venice. Oxford : Blackwell. 
  • Patrom:CathEncy
  • Rives, Bruno (2008). Aldo Manuzio, Passions et secrets d'un Vénitien de génie, Librii.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ar furm italianek modern, Aldo Manuzio, a zo ur fals adtroidigezh eus Aldus Manutius.