Mont d’an endalc’had

Alc'houez ar brezoneg eeun

Eus Wikipedia

Alc'houez ar brezoneg eeun, gant Roparz Hemon, zo ur skrid bet embannet e-barzh an niverenn 83 eus ar gelaouenn lennegel Gwalarn e miz Here 1935[1]. Adembannet e oa bet e 1941 e-barzh al levr Me a zesk brezoneg.

Adembannadurioù e stumm ul levr distag

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Adembannet e voe e 1936 e stumm ul levr distag gant Gwalarn. Berzh a reas, dreist-holl er skolioù, ha ken abred ha miz Mezheven 1936 e voe peurwerzhet[2].
  • N'eo nemet e 1942 e teujod a-benn da advoullañ al levr, gant un anv gallek ar wezh-mañ : Les mots du Breton usuel classés d'après le sens - Alc'houez ar Brezoneg eeun gant Skridoù Breizh.
  • Tri-ugent vloaz goude, e 2001, e voe adembannet e peurunvan, evel levr distag adarre, gant Mouladurioù Hor Yezh : Alc'hwez ar brezhoneg eeun – La clef du breton simple.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Alc'houez ar brezoneg eeun el lec'hienn Archives Finistère
  2. Notennou, e-barzh Gwalarn, niv. 91, Mezheven 1936, p. 64