Alc'hweder sant Pêr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alc'hweder sant Pêr
Alauda arvensis 2.jpg
Un alc'hweder sant Pêr,
ur viskoulenn en e bigos.
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Alaudidae
Genad : Alauda
Anv skiantel
Alauda arvensis
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

An alc'hweder sant Pêr (liester : alc'hwedered sant Pêr)[1], pe alc'hweder-sant-Pêr[2], a zo ur spesad golvaneged bihan, brudet evit e gan, Alauda arvensis an anv skiantel anezhañ.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra e anv skiantel eus an anv-gwan latin "arvēnsis" a dalv kement hag "er parkeier".

E-barzh Geriadur ar brezhoneg a-vremañ (Skol Vreizh, 2000, pajenn 796a) e skriv Frañsez Favereau e reer LAPOUSS/-S (PE EVN) SANT PER eus ar spesad alc'hwedered-mañ peurvuiañ. Savet eo bet an anv boutin brezhonek alc'hweder sant Pêr o veskañ daou anv poblek.

Ul labous brudet eo e Breizh. Ec'hweder zo un adstumm d'an anv, hag Eveder zo un adstumm all, deuet da vout anv-tiegezh. Labous Sant-Pêr zo un anv boas ivez, savet diwar ur vojenn : nijet e vefe an evn betek ar baradoz.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A. a. japonica, luc'hskeudennet e Japan.


Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad a gaver an unnek isspesad[3] anezhañ :

  • Alauda arvensis armenica, eus gevred Turkia da Iran,
  • A. a. arvensis, e hanternoz, kornôg ha kreiz Europa,
  • A. a. cantarella, e kreisteiz Europa eus biz Spagn da dTurkia hag ar C'haokaz,
  • A. a. dulcivox, Hume, 1872, eus gevred lodenn Europa eus Rusia ha kornôg Siberia da walarn Sina ha mervent Mongolia,
  • A. a. harterti, e gwalarn Afrika,
  • A. a. intermedia, eus hanternoz-kreiz Siberia da viz Sina ha Korea,
  • A. a. japonica, e kreisteiz Sac'halin, kreisteiz an Inizi Kouril, Japan hag Inizi Ryūkyū,
  • A. a. kiborti, e kreisteiz Siberia, hanternoz ha reter Mongolia ha biz Sina,
  • A. a. lonnbergi, e hanternoz Sac'halin,
  • A. a. pekinensis, e biz Siberia, Ledenez Kamtchatka hag an Inizi Kouril,
  • A. a. sierrae, e Portugal, kreiz ha kreisteiz Spagn.

Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.