Mont d’an endalc’had

Albert Louppe

Eus Wikipedia
Ur pennad Pont Albert-Louppe zo ivez.

Jules Albert Louppe, bet ganet d'ar 6 a viz Even 1856 e Guny (Aisne) ha marvet d'ar 5 a viz Gouere 1927[1] e Laval (Mayenne), a oa un ijinour ha politikour gall.

Goude bezañ tapet un diplom ijinour war ar poultroù hag ar salpestroù en École polytechnique e 1877, Albert Louppe a gemeras penn div boultrerezh e Breizh etre 1883 ha 1911 : hini ar Vilin Wenn (er Releg-Kerhuon), hag hini Pont-ar-Veuzenn war-lerc'h. Jeu a savas etre Louppe ha Léopold Maissin, rener poultrerezh ar Releg, pa darzhas daou hobregoner gall (Iéna e 1907 ha Liberté e 1911) abalamour da galite izel poultr o munisionoù. An daou zen a lakaas kiriegezh an tarzhadennoù an eil war egile[2]. Afer ar poultroù e voe anvet an darvoud, ha luskañ a reas buhez politikel Bro-C'hall etre 1908 ha 1914[3]. Un enebiezh politikel a oa etre an daou zen ivez, pa oa Louppe ur mirour, ha Maissin radikal-sokialour.

Abalamour d'ar gudenn-mañ e tibabas Albert Louppe dilezel e gargoù micherel e 1912. Kenderc'hel a reas da vezañ oberiant e bed ar politikerezh. Bet e voe dilennet :

Diwar e atiz e voe digoret e 1930 ar pont Albert-Louppe, a zarempred Plougastel hag ar Releg-Kerhuon.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) LOUPPE Albert war lec'hienn an Sened gall (lennet d'ar 16/01/2026)
  2. (fr) CURACULL Jérôme (renerezh), Poudre de guerre. Pont-de-Buis 1914-1918. Histoire d'une industrie d'armement, Locus Solus, 2018, 112 p., ISBN 978-2-36833-433-1, p. 15
  3. (fr) ZANCO Jean-Philippe, La Marine face au Parlement, 1908-1914, “l’affaire des poudres”, Revue historique des Armées n°206, 1997, pp. 73-90, lennet enlinenn war Persée d'ar 16/01/2026