Albert II (Monako)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Albert II Monako, pe Albert Alexandre Louis Pierre Grimaldi er marilhoù, bet ganet d'ar 14 a viz Meurzh 1958 e Monako, zo pevarzekvet priñs Monako abaoe ar 6 a viz Ebrel 2005. Mab eo da Rainier III, a voe e penn ar briñselezh etre 1949 ha 2005, ha d'an aktourez stadunanat Grace Kelly. Dimezet eo gant Charlene Wittstock. Asambles o deus bet daou c'hevell e 2014 : Jacques, pennhêr ar briñselezh, ha Gabrielle. Albert en deus anavezet daou vugel all ganet pa ne oa ket euredet : Jazmin Grace Grimaldi (ganet e 1992, gant Tamara Rotolo) hag Alexandre Grimaldi (ganet e 2003, gant Nicole Coste).
Gwriziennoù breton he deus familh Albert II : ar c'hont Jakez Matignon, aotrou Matignon, a zimezas en XVIIIvet kantved gant Louise-Hippolyte, priñsez Monako. Dont a reas hemañ da vezañ priñs Monako e 1715, dindan an anv Jakez Iañ[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) RANGIN Magali, Pourquoi le prince Albert de Monaco est reçu en grande pompe en Bretagne et en Normandie, BFM TV, 10/04/2025 (lennet d'an 28/09/2025)