Mont d’an endalc’had

Alan Smithee

Eus Wikipedia
Alan Smithee
multiple-use name, collective pseudonym
Anv-bihanAlan, Allen Kemmañ
Anv-familhSmithee Kemmañ
Michercinematographer, film editor, director, filmaozer Kemmañ
Rummad tostCategory:Films credited to Alan Smithee Kemmañ

Alan Smithee (raloc'h Allen Smithee) eo ul lesanv ofisiel implijet gant filmaozerien hag a fell dezho en em zistagañ diouzh un oberenn. Krouet eo bet al elsanv gant an Directors Guild of America e 1968, hag implijet eo bet betek penn-kentañ ar bloavehzioù 2000 ma oa kroget da vont da get. Al lesnav nemetañ e oa implijet gant izili an DGA hag a oa, war ar paper, filmaozerien ur film met hag a oa dic'hoanaget gant an oberenn echuet hag an tu a oa dezho da brouiñ d'ar gild ne oa ket bet an tu dezho da vezañ mestr war ar c'hrouiñ arzel e-kerzh krouidigezh an oberenn. Sevener ar film a oa rediet dezhañ ivez hervez lezennoù ar gild da chom hep rannañ ar perak e oa bet gwelloc'h dezho implij al lesanv nag anzav e oant ar filmaozer a-dreñv al lesanv.[1] Al lesanv Alan Smithee a zo bet implijet ivez evit sevenerien e bed ar skinwel, ar filmigoù sonerezh ha mediaioù all.

  1. Braddock, Jeremy (2001). Directed by Allen Smithee. University of Minnesota Press. 8–10 p. ISBN 0-8166-3534-X.